Fant Rozeg

Ur skrivagnerez vrezhonek tost-tre ouzh an Emsav e-pad buhez ar gelaouenn Gwalarn eo bet Fant Rozeg (Francine Renée Rosec) he deus graet gant an anv-pluenn Meaven (Meavenn goude 1945), da lavaret eo "me a venn". Ganet eo bet d'an 12 a viz Du e 1911 e Sant-Mark, ur gêr enteuziet e kêr Vrest hiziv, ha marvet eo bet e Plegastell d'ar 17 a viz Eost 2001.

Anavezet eo bet e Breizh ha pelloc'h pa voe lakaet da darzhañ monumant unanidigezh Breizh ouzh rouantelezh Bro-C'hall d'ar 7 a viz Eost 1932. Pa seblante bezañ liammet gant ar strollad kuzh "Gwenn ha Du" ha bezañ tost d'ar gomunourien, e tapas al lesanv a "Werc'hez Ruz" er c'hazetennoù gallek. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet da renerez-embann ar gelaouenn ar Falz, kevarzhe Yann Sohier a vode mistri-skol tost ouzh ar brezhoneg koulz hag an tu-kleiz. E 1932, pa embanne an "Humanité", pemdezieg ar Strollad Komunour Gall, e oa abegoù sirius d'ar gwalldaolioù, e oa luziet un tamm ar prederiadennoù war an Emsav.

Fant Rozeg "Meavenn" filmet gant Pierre Perrault er film "Un pays sans bon sens".

BuhezAozañ

N'eo ket bet desavet e brezhoneg, met pa venne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas ar yezh pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da Bariz da labourat er Post. Eno e teskas iwerzhoneg er Sorbonne ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Bloaz goude e tapas un tamm brud gant afer an darzhadenn e Roazhon ha ken gwir e oa mignonez da Célestin Lainé ha da Wilherm Vertou, an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha Du. Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant Loeiz Andouard, kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat he fried e 1944.
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon. Da vare ar brezel e kemeras da gompagnun Yann-Vari Chanteau, unan eus pennoù ar Bezen Perrot. Pa c'hoarvezas an Dieubidigezh e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ da Bariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un aozadur dengar a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude ma voe addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Diwezhatoc'h ez eas da chom da Sant-Maloù.

Oberenn lennegelAozañ

N'eo ket fonnus hec'h oberenn, met a-bouez-bras eo sur. Ar vaouez nemeti e strollad ar skrivagnerien bodet dindan anv Skol Walarn eo bet. Savet he deus un oberenn dezrevell faltazi nemetken, met ken don ha savet mat e oa m'eo bet lakaet da film gant Yves Allégret : Ar follez yaouank (titl ar film : La jeune folle").
N'he deus ket kendalc'het gant ar skrid-faltazi pa gave gwelloc'h dezhi sevel barzhonegoù he buhez-pad. Kas a reas meur a destenn da vezañ embannet e-barzh Gwalarn. Un harp bras a roas da Roparz Hemon evit boueta an abadennoù brezhonek ha skrivañ pe azasaat a reas un nebeud pezhioù-c'hoari savet evit ar skingomz pa oa Roparz Hemon sekretour Radio-Roazhon-Breizh etre 1941 ha 1944. Meur a bennad sinaet FRA a weler er gelaouenn vrezhoneg Arvor ivez.
Skrivet he deus pezhioù lennegezh berr hepken, danevelloù ha barzhonegoù gant un nebeud pozioù a-wechoù. Ne rae ket gant klotennoù, met plijout a rae dezhi ober gant ar c'hensoniezh diabarzh. Unan eus he barnerien, Youenn Olier a gave dezhañ eo ingal hec'h awen pa'z eus pezhioù don ha reoù all difrom. Sinet he deus hec'h oberennoù gant meur a anv-pluenn pe a ziverradurioù anv : F. R. M. (Fant Rozeg Meaven(n)), Meaven ha Meavenn, F. R. A. (Fant Rozeg-Andouard).

OberennoùAozañ

BarzhoniezhAozañ

  • Kanoù en deiz. In : Gwalarn, n° 53, 1933. Barzhonegoù. Un heklev da g"Kanou en noz" gant Langleiz

DanevelloùAozañ

A bep seurtAozañ

  • Ar Gelted kozh. Brest : Skridou Breiz, 1943.
  • Iwerzhon dishual. In : Gwalarn, 1932
  • Meur a destenn (barzhonegoù hag all) e-barzh Gwalarn, Galv, Arvor, Al Liamm, Ar Vro

LevrlennadurAozañ