Raymond Delaporte
Remont ar Porzh | |
---|---|
![]() Raymond Delaporte d'ar 17 a viz Mae 1941 | |
Anv ofisiel | Raymond Delaporte |
Obererezh | Geriadurour |
Ganedigezh | e 1907 e Kastell-Nevez-ar-Faou, e ![]() |
Marv | e 1990 e Kastell-Nevez-ar-Faou, e ![]() |
Yezh skrivañ | Galleg, Brezhoneg, Saozneg |
kemmañ ![]() |
Raymond Delaporte (Kastell-Nevez-ar-Faou, 13 a viz Gwengolo 1907 - 7 a viz Du 1990) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. Remont ar Porzh e oa e anv brezhonek.

BuhezAozañ
Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, Herve Delaporte hag Yves Delaporte, anavezet o-daou ivez en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur Angers d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e Strollad Emrenerien Vreiz. E 1932 e savas Breuriez ar Brezoneg er Skoliou, asambles gant tud evel Yeun ar Gow, evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh 1938 e voe anvet da rener ar strollad Bleun Brug. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu 1940, pa voe galvet da gemer penn Strollad Broadel Breizh e-lec'h Olier Mordrel.
Strollad Broadel BreizhAozañ
Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da Iwerzhon, hag e vreur Yves Delaporte da Vro-Skos. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv enep ar varnadenn-se.
IwerzhonAozañ
Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e kelennas en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur Korkig da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol Per Denez, Brezhoneg buan hag aes, ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.
An istorourAozañ
Un istorour e oa ivez Raymond Delaporte. Labouret en devoa war istor Kastell-Nevez-ar-Faou evel e dad.
Setu tresadennoù gant an tad bet embannet e 1909 er Bulletin de la Société préhistorique de France.
OberennoùAozañ
LevrioùAozañ
- Elementary Breton-English Dictionary, Cork University Pesss, 1979 ; advoullet e 1986 ha 1992.
- Elementary English-Breton Dictionary, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
- Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary, Mouladurioù Hor Yezh, 1995 ; an div levrenn unanet en ul levr.
- Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993 ; sinet « Remon ar Porzh ».
KelaouennoùAozañ
- L'Heure Bretonne Even 1940 - Even 19440.
- War du ar pal, Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939.
TroidigezhioùAozañ
- Brezhoneg... buan hag aes – A beginner's course in Breton, adapted from the French of Per Denez, Cork University Press, 1añ a viz Genver 1977 (ISBN 978-0-902561-11-3)
LevrlennadurAozañ
- Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn, 214 pajenn, Al Lanv, Gouhere 2019 (ISBN 978-2-916745-33-6)