War-du ar pal
War Du ar Pal, Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, a oa ur gelaouenn vroadelour vreton gatolik embannet e 1938 gant ar vreudeur Yves, Herve ha Raymond Delaporte, ur gelaouenn studi breton[1] graet evit an Emsav a-bezh, kement ha talañ ouzh ar gelaouenn Stur hag a oa broadelour sokialour. Embannet e voe etre miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939. Teir niverenn a zo bet nemetken[2].
Divyezhek e oa ar gelaouenn, galleg ha brezhoneg enni. Kavet e veze studiadennoù war ar yezh ("Penaos niveriñ e Brezhoneg?"), an Istor ("Dre delwennoù Breizh"), an ekonomiezh pe ar politikerezh.
Skrivagnerien
kemmañ- Yeun ar Gow : "Geriou Brezhonek beo nebeut anavezet gant ar skrivagnerien"
- Yann Goulet : "Dre delwennoù Breizh"
- Lan ar Bihan : "Yezhadur ar Brezhoneg"
- Youenn Drezen : "Testennoù e Brezhoneg"
- Roperzh ar Mason : "Studiadennoù war Brezhoneg Gwened"
Gouennelouriezh
kemmañDiouzh un tu e kaver troiennoù gouennelour : "En cas de guerre Les fermes bretonnes seront-elles livrées aux Arabes, aux Nègres et aux Jaunes?" (Niv. 2, p. 135) ha diouzh an tu all e kaver savboentoù a sav sklaer a-enep an naziegezh[3] met a chom hep bezañ tost d'ar gelaouenn Stur.
Evit kavout un hent war ar sujed-se, ar gelaouenn a implij gerioù ar pab ha re kemennadennoù an eskoptioù katolik e Bro-C'hall.
Feulster
kemmañSavet e oa ar gelaouenn a-enep ar sponterezh breton met en ur ziskouez e oa dre fazi ar Stad c'hall hag a vouge Breizh hag ar brezhoneg e oa seurt obererezhioù o c'hoarvezout. Ar gelaouenn a roe harp memestra d'ar re harzet pe argaset gant an archerien pe ar justis evit an aferioù sponterezh.
Ar Brezhoneg
kemmañ- Bruderezh evit obererezhioù "Ar brezoneg er Skol" (Raymond Delaporte a oa bet prezidant an aozadur).
- Bruderezh ha harp war labourioù unvaniñ ar yezh vrezhonek.
Studiadennoù istorel
kemmañStudiadennoù istorel a gaver er gelaouenn ; dre vras ez int tuet gant ur sell tost d'ar relijion hag ar glad katolik e Breizh.