Strollad ar Vro Bagan
Strollad ar Vro Bagan a zo ur strollad c'hoariva.
Strollad ar Vro BaganAozañ
Savet e voe Strollad ar Vro Bagan e Plouneour-Traezh er bloavezh 1973-1974, e diabarzh Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan (1965). E 1979 eo deut da chom da Blougerne el lec'h m'emañ atav bremañ. Adalek 1982 ez eus bet tud a vicher er strollad evit sevel pezhioù diouto o-unan (evit ar vugale hag evit ar re gozh) hag evit ober war-dro ar pezhioù-c'hoari brasoc'h, ma c'hoari tud all ivez ha n'int ket tud a vicher.
Sevel a ra ar strollad pezhioù-c'hoari e brezhoneg, e galleg-brezhoneg, pe e galleg. Danvez Breizh ha Keltia a vez pleustret gant Ar Vro Bagan : ar yezh, ar sevenadur, an istor.
PrizioùAozañ
- E 2013 e oa bet roet da Strollad ar Vro Bagan priz kentañ « Prizioù dazont ar brezhoneg », rummad "C'hoariva" gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh e anv Rannvro Breizh.
Pezhioù-c'hoari savetAozañ
Setu un nebeud pezhioù-c'hoari abaoe ar penn-kentañ:
- Meurlarjez (Roparz Hemon, 1976)
- Ma c'helljen-me kanañ laouen (1977)
- Buhez Mikael an Nobletz (1978)
- Nominoe-oe (Jakez Riou, 1980)
- Spontus Circus (1982)
- Kernevez City (1983)
- Ar Baganiz (Tangi Malmanche, 1984)
- Yann-Vari Perrot (1986)
- Ys la maudite (1987)
- Kenavo my love (1988)
- Liberta (1989)
- Cantique à Melilla (Xavier Grall, 1989)
- Les nuits de Kerjean (1990)
- Ar Basion Vras (1991)
- An Arar hag ar Stered (S. O'Casey, 1992)
- Ys la maudite (doare nevez, 1993)
- Et à la fin était le Bang (1993)
- Tristan et Iseut (1994)
- Ar Roue Marc'h (1994)
- Amoko II (1995)
- Ar mestr (Naig Rozmor, 1996)
- Johniged an Hilda (2002)
- Breizh Aktu (2003)
- Gwerz ar Vezhinerien (2005)
- Fest ar pimoc'h (2006)
C'hoariet ez eus bet ivez kalz pezhioù berr e-doug beilhadegoù : Roparz Hemon, Pêr-Jakez Helias, Goulc'han Kervella, Anton Tchekhov, Naig Rozmor ha Pêr-Mari Mevel...
Ar speredAozañ
C'hoari poblek evit Breizh, o labourat war ar sevenadur keltiek, hag amzer a-vremañ ar Vretoned...
SkeudennoùAozañ
LevrlennadurAozañ
- Être Bretons, facteur de vitalité associative ? Une illustration par l’exemple du strollad Ar Vro Bagan, kounskrid master gant Yannig Bigouin, 2019