Amoko II
Pezh c'hoari Strollad ar Vro Bagan
kemmañD'ar 16 a viz Meurzh 1998. Emañ an Amoko 2 o tremen er-maez d'an aodoù Breizh. Ul lestr nevez eo, diouzh doare, karget leun-barr a betrol (550 000 T). Erru eus Arabia, o vont da ziskargañ da Vro-Saoz... 20 vloaz zo abaoe peñse an Amoco Cadiz. Gwellaenn a zo deuet en traoù war ar mor, evit doare, lezennoù nevez a zo bet savet. Biken ne c'hoarvezo ken ur seurt abadenn. Albert Abalea, ur maer breizhat, deuet da vezañ galloudus abaoe prosez Chicago, en deus c'hoant da lidañ an 20vet deiz-ha-bloaz. Ha pedet gantañ d'ober ur veaj e bourzh an Amoko 2 an holl re o deus kemeret perzh en afer an Amoco Cadiz. Bez'emañ ar Vretoned, pennoù-bras ar parrezioù, tud ar vro, ur peskataer, ur c'houer, merc'hed yaouank, merc'hed kozh, difenn an natur, ur c'haner, ur c'hazetenner, ur c'homandant ramoker...Bez'emañ ar barner bras MacGarr, an alvokad Cicero, renerez ar gompagnunezh Amoko... Mat ez a ar veaj. Laouen ha disoursi eo an dud. Ankounac'haet ganto an tabutoù a zo bet. Emañ an Amoko 2 o tremen e-biou d'an Enez-Eusa. Doare fall zo gant an amzer, ur barr-avel zo da gaout...
- Leurennañ : Ur pezh-c'hoari brezhonek gant un tammig galleg. Ur rakc'hoari ha pemp arvest, evit 25 c'hoarier.
- Skrivet ha leurennet gant : Goulc'han Kervella.
- Gouloù : François-Éric Valentin.
- Kinkladur : Michel Fagon, Jean-Michel Appriou.
- Sonerezh ha trouzioù : Éric Peron, Steven Guéguéniat, Didier Porchel.
- Labour ar c'horf : Jocelyne Boennec.
- Savet gant Strollad ar Vro Bagan gant sikour C'hoariva Montroulez, Kêr Gastell-Paol, Ti ar C'hoari Brest, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-Rannvro Breizh...
- Padout a ra 1e40mn.
An darvoudoù
kemmañ16 a viz Meurzh 1978, an Amoco Cadiz a deu da derriñ war reier Porsal, 220 000 tonnellad mazout er mor.
Meurzh-Ebrel 1978, en em vodañ a ra maered ar parrezioù.
Gwengolo 1978, digoret afer an Amoco.
28 a viz Even 1980, savet sindikad ar parrezioù.
19 a viz Ebrel 1984, barnedigezh MacGarr e Chicago : Amoco zo kablus.
24 a viz Gouere 1990, "123 milion nemetken! N'eo ket a-walc'h.Galv!" eme ar sindikad "Galv ivez!" eme Amoco. Ha bec'h adarre!
24 a viz Genver 1992, echu ar prosez. Amoco zo lakaet kablus da vat. 225 milion a ranko paeañ.
Gouere 1992, diwar ar 1,045 milion en deus bet ar gouarnamant gall evit e vizoù e ro 100 d'ar Vretoned.
Gouere 1993, gouel bras e Gwitalmeze evit lidañ ar viktor.
Al lec'hienn Strollad ar Vro Bagan http://perso.orange.fr/avb/