Eoul-maen

(Adkaset eus Petrol)

An eoul-maen[1], pe tireoul[2] pe petrol[3], zo ul liñvenn zu pe c'hell-du a gaver e reier splu.
Eus hidrokarbonoù e c'hoarvez, dreist-holl alkanoù mesket gant elfennoù nann-metalek evel ar sulfur pe an nitrogen. Gallout a ra ivez enderc'hel metaloù evel ar vanadiom.

Riboul eoul-maen tro-dro da Lubbock e Texas

D'ober temzoù, dileizherien, plastikoù hag astuzlazherioù e vez talvoudekaet. Unan eus an andonioù energiezh pennañ er bed a-vremañ eo. Gantañ e reer d'ober treloskoù evel ar strilheoul pe ar c'herozen pe d'ober tredan. Ur c'horvoder nann-aznevezadus eo an eoul-maen, ha kalz tud a zo aon ganto e krogo da vankout en dazont tost (gwelet pikenn eoulmaenek).

Furmidigezh

kemmañ

Teorienn vevoniel

kemmañ

Hervez an darn vrasañ eus an douarourien eo an eoul-maen ar pezh a chom eus danvezioù organek kozh mac'het ha tommaet e-pad milionoù a vloavezhioù. Furmet e vije bet gant morlizadur kouezhet e goueled ar mor e lec'hioù hep oksigen. An danvez organek, mesket gant morfont, zo beuzet dindan kondonioù a c'houldennoù. An tommder hag ar gwask a laka anezhañ d'en em dreuzfurmiñ, da gentañ en un danvez koarek, kerogen e anv, a vez kavet e skiltoù terdouarek, ha goude, dre un argerzh anvet katagenez, en hidrokarbonoù. Peogwir eo skañvoc'h an hidrokarbonoù eget an dour pe ar maen e pign alies war-du ar gorre, nemet ma vez harzet gant ur gwiskad maen dizintrus. Furmiñ a reont neuze ur maeziad eoul-maen a c'heller korvoiñ.

Komz diwar-benn ur "prenestr eoulmaenek" a ra an douarourien. Dindan ur gwrezder bennak e chomas eoul-maen kerogen tra ma'z a re uhel en em dreuzfurm e gaz naturel. D'al liesañ e vez furmet an eoul-maen 4-6 km dindan ar gorre met e gavout a c'haller kalz tostoc'h ha war an douar zoken a-wechoù, evel evit traezh terdouarek Athabaska e [[Kanada}}. Tri zra zo ret evit m'en em furmfe eoul-maen : ur garregad pinvidik he danvezioù organek beuzet don a-walc'h (met pas re), ur garregad splu ma c'hell an eoul-maen en em zaspugn hag ur garregad dizintrus evit pakañ anezhañ.

An darn vrasañ eus an eoul-maen kenderc'het en istor an Douar a oa bet distrujet gant bakteri p'en doa tizhet ar gorre. An traezh eoulmaenek a zo eoul-maen en deus tizhet ar gorre met na oa ket bet peurzistrujet c'hoazh. Ar skiltr terdouarek zo reier gant kerogen enno na oant ket bet beuzet don a-walc'h evit m'en em dreuzfurmje en eoul-maen.

Teorienn nann-bevoniel

kemmañ

Hervez Thomas Gold hag un nebeud douarourien soviedel evel Nikolay Koudryavtsev en em furm eoul-maen don-tre dindan gorre an Douar. N'eo ket degemeret an deorienn-mañ gant ar darn vrasañ eus an douarourien ha ned a ket an embregerezhioù eoulmaenek a-du ganti.

Disac'hadur

kemmañ

Ar gudenn bennañ pa fell d'an den disac'hañ eoul-maen eo kavout maezioù. Bremañ e ra an douarourien gant teknikoù seismek da ziloiñ frammadurioù a c'hellfe kuzhat eoul-maen met ardinvinkoù arall a vez talvoudekaet evel gravimetroù pe magnetometroù. Ar bazenn da heul eo kleuzañ ur puñs da dizhout ar mirlerc'h isdouarel. En un nebeud puñsou e pign an eoul-maen d'ar gorre en un doare naturel met an darn vrasañ eus ar puñsoù-se a zo damziviet. Alies e kleuzier meur a buñs e-barzh an hevelep mirlerc'h, da lakaat da sur e vo arc'hantus an disac'hadur. Ensilat a reer ivez aezhenn pe dour da virout ar gwask uhel a-walc'h. An teknikoù-mañ a c'hell gwallaozañ ar puñs, avat, ha lakaat e ziskar da vuanoc'h.

Ma'z eo kreñv a-walc'h ar gwask e strink an eoul-maen en un doare frank. Ezhomm zo da sevel ur reizhiad trapoùigoù hepken da liammañ ar puñs ouzh un eoulsan ; 20% eus eoul-maen ur mirlerc'h a c'heller dastum en doare-se.

Pa gosha ur puñs ez a ar gwask da re wan ha ret e vez talvoudekaat teknikoù arall. Gallout a reer riboulat an eoul-maen pe ensilat aezhenn pe dour da ademprañ ar gwask. En doare-se e c'heller dastum etre 25% ha 35% eus eoul-maen ur maezad.

Pa n'eo ket a-walc'h ez arnoder da vihanaat ar gludennerezh dre ensilat skurierion pe aezhenn (da dommañ an eoul-maen). Ne vez graet nemet m'en justifi ar prizioù. Ensiladeg aezhenn a vezer oc'h ober gant ur fabrik tredan ispisial. E-barzh an doare fabrik-se e vez implijet un turbin-gaz da genderc'hiñ tredan hag an aezhenn ouzhpenn a vez ensilet er puñs. E San Joaquin Valley, ma kenderc'her 10% eus eoul-maen an Stadoù-Unanet, e vez implijet an teknik-mañ. Tev-tre eo eoul-maen aze evit gwir.

En doare-se e c'heller dastum etre 5% ha 15% muioc'h eus an eoul-maen a zo er mirlerc'h.

 
Ur maez eoul-maen e Kalifornia

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E Sina e kleuzjod ar puñsoù eoul-maen kentañ war dro ar Patrom:IVet kantved. Betek 243 m e oa o donder ha gant tuellennoù bambouz e oant graet. Deviñ a raed an eoul-maen da aezhenniñ dour-mor ha kenderc'hiñ holen. En Xvet kantved e kaver eoulsanioù e bambouz etre ar puñsoù hag ar paludoù-holen.

En VIIIvet kantved e veze talvoudekaet eoul-maen d'ober an ter-douar a oa pavezet straedoù Bagdad gantañ. Kenderc'hiñ a reer puñsoù eoul-maen war-dro Bakou, er pezh a zo bremañ Azerbaidjan. Gant an doaroniour Masoudi e voent deskrivet en Xvet kantved ha gant Marco Polo en XIIIvet kantved.

Istor arnevez an eoul-men a zeraouas e 1846 pa zizoloas Abraham Pineo Gesner un teknik evit kenderc'hiñ kerozen gant glaou. E 1852 e kavas Ignacy Łukasiewicz un tu d'en ober gant eoul-maen, hag a oa diereoc'h ha gwelloc'h-marc'had. Er bloaz war-lerc'h e tigorer an "toull-kleuz" eoul-maen kentañ e Bóbrka, e-kichen Krosno e Polonia ar c'hreisteiz. An dizoloadenn-se a voe adpaket buan-tre gant ar peurrest eus ar bed hag ar burerezh kentañ a voe savet gant Meerzoeff e Bakou e 1861. D'an ampoent e kenderc'he Bakou 90% eus eoul-maen er bed.

Ar puñs kenwerzhel kentañ kleuziet e Norzhmerika a oa en Oil Spring (Ontario, Kanada) met greanterezh an eoul-maen a zeraouas pa zizoloas Edwin Drake eoul-maen e 1859 e-kichen Titusville, Pennsylvania. Evel ar Sinaiz e kenderc'he holen. Goustadik e kreskas ar greanterezh rak ne oa bet implijet an eoul-me nemet evit al lampoù ha da ober kerozen. Ned eas da bouezus nemet pa voe ijinet ar c'heflusker dre enleskiñ. An dra-se en deus krouet ur goulenn n'eus bet paouez ebet dezhañ abaoe.

E 1910 e oa bet kavet puñsoù e Kanada, en Indonezia (a oa dalc'het gant an Izelvroioù), e Persia, e Perou, e Venezuela, hag e Mec'hiko.

Glaou a chomas an trelosk implijetañ betek ar bloavezhioù 1950, pa gemeras an eoul-maen ar plas-se e-kerzh ar [[bloavezhioù 1960]. Goude an enkadenn eoul-maen gentañ e 1973 e krogas tud 'zo da gaout aon e vankfe eoul-maen un deiz bennak. Ned eas ket da wir an diouganoù graet d'an ampoent-se hag an aon a verrentez a voe dinac'het gant an darn vrasañ eus ar glaskourien.

Tizh a dap kresk ar prizioù deraouet e 1999, ha muioc'h-mui a dud a gred emaomp tost ouzh ar bikenn eoulmaenek. Ur vinorelezh int c'hoazh avat.

Doareoù arall da broduiñ eoul-maen

kemmañ

Tra ma kendalc'h prizioù an eoul-maen da greskiñ ez a da zedennusoc'h tuioù-produiñ pebeilat. An tuioù gwellañ anavezet eo ar skiltoù pe an traezh terdouarek. An traoù-se a vez fonnus met diaes da zisachañ ha gwirheñvel eo ne c'hellor ket ober eoul-maen a-walc'h ganto da voueta ar sevenadurezh greanterel.

Gallout a reer ivez treuzfurmiñ gaz naturel pe glaou da eoul-maen. An tu gwellañ anavezet d'ober an dra-se eo hentenn Fischer-Tropsch. Implijet e voe gant an nazied en Alamagn e-pad an Eil brezel bed. Gant glaou e rae an nazied un doare esañs a anvent Ersatz. Hanter an eoul-maen implijet e-pad ar brezel a oa bet graet en doare-se.

N'eo ket gwall efedus an hentenn-se avat ha ne voe implijet nemet gant Stadoù tu ebet ganto da gavout eoul-maen war ar marc'had etrebroadel.

Gallout a reer implijout hentenn Karrick, ijinet e Stadoù-Unanet Amerika a ra gant ur wrez uhel-tre da dreuzfurmiñ glaou en eoul-maen.

Implijoù

kemmañ

Eus chadennoù hidrokarbon disheñvel o ment eo kenaozet an eoul-maen. Abalamour da se eo ret e gas d'ur burerezh ma vez distaget an hidrokarbonoù dre strilhadur da grouiñ meur a brodu eoulmaenek.

Treloskoù

kemmañ

Produioù arall

kemmañ

Produioù eoulmaenek a c'heller meskañ gant produioù kimiek arall da grouiñ produioù ispisial.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Geriadur istorel ar brezhoneg p. 749 ha Devri.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur Ménard ha TermOfis.
  3. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français p. 636b.