Un elfenn gimiek eo ar vanadiom ; V eo e arouez kimiek, 23 e niver atomek ha 50,941 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar vanadiom.

Vanadiom
TitaniomVanadiomKrom
V
Nb
taolenn beriodek, Vanadiom
taolenn beriodek, Vanadiom

Niver atomek 23
Rummad kimiek Metal ardreuzat
Strollad 5
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d3 4s2
Niver oksidadur +2, +3, +4, +5
Tredanleiegezh 1,63
Skin atomek 131,1
Tolz atomek 50,9415



E 1801 e voe dizoloet gant ar maenoniour mec'hikan Manuel del Río Fernández en un tamm "plom gell" ez eo Pb5(VO4)3Cl e zelun, hag a voe anvet vanadinite diwezhatoc'h.
E 1805 avat e tisklêrias ar c'himiour gall Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet krom saotreet ; dre ma savas an naturoniour Prusian Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.
E 1831 e voe adkavet an elfenn gant ar c'himiour svedat Nils Gabriel Sefström pa oa o labourat gant kailh houarn, hag e 1831 ivez e voe kadarnaet kavadenn Manuel de Río Fernández gant ar c'himiour alaman Friedrich Wöhler.

Bamet e voe Nils Sefström gant livioù brav kenaozadoù kimiek an elfenn nevez, ha peogwir ne oa elfenn ebet hec'h anv o kregiñ gant V e tibabas an anv Vanadiom, diwar an norseg Vanadís, a zo lesanv Freyja, doueez ar gened hag ar strujusted.

Ne vez ket kavet vanadiom glan en natur e gwirionez ; e kailhoù e vez kavet, hag ur 65 bennak anezho zo bet renablet betek-henn. Mengleuzioù zo e Suafrika, Rusia ha Sina. Eus an teir bro-se e teuas 98% eus ar 56 000 tonennad a vanadiom a voe kenderc'het e 2010[1]

Perzhioù

kemmañ

Kimiek

kemmañ

Ur metal liv an arc'hant eo ar vanadiom. Orjalennus eo, pa c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo ivez : tu zo d'e bladañ a-daolioù mailh. Kaletoc'h eo eget an darn vuiañ eus ar metaloù, an dir en o zouez. Diaes eo e lakaat da verglañ, ha stabil e chom pa vez lakaet da gejañ gant ur vazenn pe gant an trenkennoù sulfurek (H2SO4) ha klorhidrek (HCl).
Ur gwiskad oksidenn a zeu da c'holeiñ un tamm vanadiom bet lezet en aer, hogen ret eo e dommañ betek 660 ° C evit ma vije peuroksidet.

Izotopoù

kemmañ

51V eo an izotop a gaver en natur ; skinoberiek eo an izotop 50V, ha 0.25 % eo e builhder naturel (da lavaret eo ez eus 0,25 % eus 50V ha 99,75 % eus 51V er vanadiom a gaver en natur).

Pentoksidenn ar vanadiom (V2O5) a vez arveret er gimiezh c'hreantel evel trelusker da luskañ dazgweredoù kimiel (evit kenderc'hañ trenkenn sulfurek, da skouer), evel livuzenn (da livañ mein prizius faos...), hag evel stabilaer (evit stagañ titaniom d'an dir evit ma ne verglfe ket, hag all).
Dreistreüsted lod kendeuzadoù vanadiom a vez arveret evit fardañ gwarelloù.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok