Mikael an Noblez

skrivagner gallek
(Adkaset eus Mikael an Nobletz)
Mikael an Nobletz

An den Enoruz Mikael an Nobletz
An den Enoruz Mikael an Nobletz

Anv ganedigezh Mikael an Nobletz
Ganedigezh Plougerne (Breizh)
Marv Konk-Leon (Breizh)
Lec'h(ioù) pirc'hirinded chapel Sant-Mikael e Plougerne, chapel Sant-Mikael e Douarnenez, chapel Sant-Mikael e Konk-Leon ;
bez en iliz Konk-Leon


Mikael an Nobletz, ganet e Plougerne e 1577 ha marvet e 1652 e Konk-Leon, a oa ur beleg, ur teologour, hag ur misioner breizhat. Bet eo bet Mikael an Nobletz an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel, en penn kentañ ar seitekvet kantvet.

Ganet d’an 29 a viz Gwengolo 1577, en maner Kerodern, parrez Plougerne, Mikael an Nobletz a oa ar pevare eus 11 bugel. E dad a oa Herve an Nobletz, noter a-roue, hag e vamm Soaz a Lezgwern.

Ober a reas e studi e skolaj an Tadou jezuist, e Bourdel hag e Ajen, etre 1596 ha 1606, ha goude-se c’hoaz e Skol-Veur ar Sorbonne, e Pariz ; beleget e oe e 1607. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, e-pad ur bloavez a-bezh, en ur minihi e-noa lakaet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas ur vuhez rust. Ober a reas neuze e zoñj mont da veleg misioner.

Da gentañ, Mikael an Nobletz a ra un taol esâ e ti dominikaned Montroulez, lec'h ma vo kaset kuit goude un taol-sod. Goude-se, gant aotre eskob Landreger, hag hini eskob Leon, stagañ a reas Mikael an Nobletz gant ar misionoù e bro-Dreger-vihan, Montroulez, ha bro-Leon, o vont goude-se e enez-Eusa, e enez Molenez, hag e enez-Vaz : kement-se a-raok mont da Vro-Gerne e 1614.

Da gentañ ez eas da jom e Kemper, ma prenas eno un tamm ti, e karter Douar-an-Dug. Eus Kemper ez ae da brezeg misionoù, er Faou, e Konk-Kerne, Gwaien, hag e enez Sun. Anvet da berson e Meilar, e roas e zilez un nebeud mizioù goude, evit dont da jom, e miz Mae 1617, e Douarnenez, na oa en amzer-se ur c’harter eus parrez Ploare.

 
Taolenn : kartenn eus melezour ar bed.

E-pad daou pe tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mont a ra da welet an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezout doareoù nevez evit kelenn ; skrivañ a ra kantikoù brezhoneg. Evit rei brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ taolennoù war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennoù eus ar vuhez. Diwezhatoc’h e vo savet, diwar ar skouer-se, meur ha meur a daolenn ar misionoù.

E 1639 pe 1640, e teuas dom Mikael en-dro en e eskopti Leon : un ti a brenas e Konk-Leon, ma chomas ennañ e-pad an daouzek pe trizek bloavez diwezhañ eus e vuhez. E 1651 pe 1652, e oe roet dezañ gant Doue kaout merkoù Pasion Or Zalver en e gorv[1]. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz Mae 1652, d’an oad a bemzek vloaz ha tri-ugent.

Bet eo bet dom Mikael an Nobletz, en penn kentañ ar seitekvet kantvet, an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel. Roet e oa bet dezañ gant lod ul lesanv "ar beleg foll". Skrivet e-neus dom Mikael an Nobletz un deizlevr eus e visionoù : bez ’e c’heller lenn darn anezho en e vuhezskrid embannet e 1666 gant an Tad jezuist Anton Verjus (Buhez an Aotrou Nobletz, Beleg ha misioner eus Breizh). Adkroget eo bet e labour, ka kresket, gant an den eüruz Juluan Maner (1606-1683).

Prosezadur an eürusadur

kemmañ

E 1701 e oe digoret ar prosez a eürusadur dom Mikael an Nobletz. Adlañset e oe e 1888, gant an Aotrou Lamarche, eskob Kemper ha Leon. A-drugarez d’un dekred eus ar pab Leon XIII, d’ar 6 a viz Ebrel 1897, e voe roet aotre da gas war-raok kaoz dom Mikael betek Kongregasion Sakr al Lidoù. Anzav a reas ar pab sant Pi X, kalonegezh vertuzioù dom Mikael, d’ar 14 a viz Kerzu 1913[2].

Levrlennadur

kemmañ

Buhezskridoù

kemmañ
  • (fr) Antoine Verjus, La vie de Monsieur Le Nobletz, prestre et missionnaire de Bretagne, Paris, 1666.
  • (fr) Vie de Dom Michel Le Nobletz par Dom Lobineau, dans Les Vies des Saints de Bretagne, Rennes, 1723.
  • J. Bleuzen, sj, Buez an aotrou Mikel Nobletz : beleg enorus meurbed. Rener kenta ar Missionou e Breiz-Izel, er 17t cantvet, Brest, J.-B. Lefournier ; Kemper, J. Salaun, 1879. (Skrid enlinenn)
  • Alain Marie Drézen, Buez dom Michel Nobletz : missionner hag abostol braz Breiz-Izel, Brest, J.-B. Lefournier ; Quimper, J. Salaün, 1879. (Skrid enlinenn)
  • Jean-Marie Uguen, Buhez Mikael An Nobletz (1577-1652), misioner Breiz, Brest, Moulerez ar “C’hourrier”, 1929. (Skrid enlinenn)
  • (fr) Henri Pérennès, La vie du Vénérable Dom Michel Le Nobletz par le Vénérable Père Maunoir de la Compagnie de Jésus, Sant-Brieg, A. Prud'homme, 1934.
  • (fr) Yves Creignou, Vie du vénérable dom Michel Le Nobletz, Apôtre de la Basse-Bretagne, 1577-1652, Kemper, 1952.

Levrioù

kemmañ

Pennadoù

kemmañ
  • (fr) Alain Croix, « Les cartes de Michel Le Nobletz », Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, t.116 (1987), p. 229-265.
  • (fr) Hervé Queinnec, « La doctrine spirituelle de Dom Michel », Église en Finistère, n°278, 20 juillet 2017, p. 14-16.
  • (fr) Hervé Queinnec, « Le catéchisme mystique de dom Michel Le Nobletz », Christus, n°261, janvier 2019, p. 91-100.

Notennoù

kemmañ
  1. Jean-Michel Le Boulanger, Michel Le Nobletz, Douarnenez, 2001, p. 168
  2. Fañch Morvannou, Mikêl an Nobletz, emb. Minihi Levenez, 2002, p. 8
  3. « Taolennou. Michel le Nobletz. Tableaux de mission » (Ti-embann Locus Solus, Kastellin)
  4. « Diwar-benn Mikael an Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle » (Ti-embann C.R.B.C.)

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ