Yann-Vari Ugen, pe Jean-Marie Uguen, (14 a viz Kerzu 1868 - 11 a viz Genver 1938) a voe beleg ha saver levrioù relijiel.

Eus Gwiseni e oa genidik. Goude studioù e Lesneven hag e kloerdi bras Kemper e voe beleget hag anvet da gelenner e skolaj Lesneven. Goude-se e voe kelenner e Kemper, el Likez, hag e kloerdi bihan Pontekroaz, a-raok bezañ anvet da berson Plougastell ma chomas betek 1937. Mervel a reas e ti ar veleien gozh e Keraodren, e Lambezelleg. Sevel a reas e-leizh a levrioù, e-unan pe e kenlabour gant beleien all. Ha kenlabourat a reas ivez gant meur a gelaouenn gristen, evel da skouer Feiz ha Breiz.

Levrioù

kemmañ
  • Kenteliou aoutrou persoun Ars, gant Ugen, ar Sevelleg ha Prijant, 1906
  • Buez Jeann d'Arc, gant Ugen ha Madeg, 1909
  • Heuilhomp hor Zalver, pe levr imitasion Jezuz-Krist, 1912
  • Levr neves an oferen hag ar gousperou e latin hag e brezoneg, 1922
  • Quelques notions de grammaire bretonne, 1927
  • Buhez Mikael an Nobletz, misioner Breiz, 1929
  • Buhez H.S. Jezuz-Krist ha da heul kenteliou gant an tad Eujen, 1930
  • Buhez an tad Julian Maner, jezuist, misioner Breiz, 1933
  • Aviel ar Zul ha kalz traou all ouspenn, 1937