Kristian ar Braz

filmaozer breizhat
Kristian ar Braz
Anv ofisiel Christian Le Braz
Obererezh Danevellour, troer
Yezh skrivañ brezhoneg
Rumm lennegel danevelloù, romantoù evit ar re yaouank, troidigezhioù
Oberennoù pennañ
  • Spont (2008)
  • Kest (2009)
  • Rebetiko 2012
  • Diskaner 2014

Kroashent-tro (2020) Moussa (2023)

Kristian ar Braz (skrivet ivez Kristian Braz) zo ur filmaozer breizhat, skrivagner ha troer, ganet ha savet e Menez Are. Bevet en deus en Alamagn, e Bro-Skos, e Hellas hag en Iwerzhon. Labouret en deus evit ar skingomz RCF Rivages e Brest.

Levrioù zo bet skrivet gantañ evit ar vugale hag ar grennarded. Troet en deus romantoù ha pezhioù-c'hoari. Skrivet en deus danevelloù a zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm (Rebetiko en niverenn 394 ;Diskaner en niverenn 406). Bet en deus bet Kristian ar Braz Priz 2012 danevelloù e brezhoneg Kêr Garaez evit Rebetiko, e 2018 adarre evit Feunteun Santez Diboan, hag e 2023 evit Moussa.

Embann a ra lod eus e filmoù e kaouenn.net koulz ha video hag enrolladennoù lennegel war [1]

Stummadurioù berr e brezhoneg a ra ivez gant ar gevredigezh Blaz Produktion hag ober a ra war-dro ar webradio divyezhek Radio Ribin - Mouezh an Are :

Oberennoù kemmañ

Filmoù kemmañ

  • A-hed ar c’hantved, Blaz Produktion, embannet gant TES (2007) (4DVD, 5H30 a filmoù)
  • Ti Dédé e Bro ar sivi, da welet e Kaouenn.net : [2].
  • Kudenn ebet
  • Hag ur bern reoù all, mui atersadennoù klok A-hed ar C'hantved : [3]

Romantoù ha danevelloù kemmañ

Troidigezhioù kemmañ

  • e galleg :
  • e brezhoneg :
    • Unan eus an dud o deus labouret da sevel CP mat da zeskiñ gant Pik-Pik eo (TES, 2002).
    • Distro (Making it home), pezh-c'hoari gant Gerry McDonnell, embannet e 2013 gant Al Liamm gant ur CD. ISBN 978-2-7368-0096-3
    • A-ziwar Logod ha Tud, gant John Steinbeck. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar an amerikaneg (sic). 2013
    • Chaokañ mizer (an Béal Bocht), gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh, 2014, ISBN 978-2-86863-172-5.
    • Tev ar gwad, tanav an dour (No great Mischief), gant Alistair MacLeod, Al Liamm, 2015
    • Galv ar bed gouez (The Call of the Wild), gant Jack London, Mouladurioù Hor Yezh, 2016
    • Paotr e valizenn (Boy with a Suitcase), pezh-c'hoari radio gant Mike Kenny evit Teatr Piba, 2017
    • An diwaller er segaleg (The Catcher in the Rye), JD Salinger, Al Liamm, 2018
    • Merc'hed war-dro (Amongst Women), John MacGahern, Al Liamm, 2019
    • War an hent (On the Road), gant Jack Kerouac, Al Liamm, 2021
    • Dremmwel amspis (Ungefähre Landschaft), Peter Stamm, Al Liamm 2023
    • Ar spier a zistroe eus ar yenijenn (The Spy who came in From the Cold), John Le Carré, Mouladurioù Hor Yezh, 2023