John Steinbeck
Ur skrivagner amerikan e oa John Ernst Steinbeck, Jr., bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1902 e Salinas ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York. Peurliesañ e oa bet kavet gantañ danvez e romantoù e buhez tud e vro, Kalifornia.
Dezhañ e voe roet priz Nobel al lennegezh e 1962.
Buhez
kemmañGanet e oa bet e Salinas (Kalifornia). Teñzorer e oa e dad ha skolaerez e vamm. Teir c'hoar en doa : Elizabeth (1894-1992), Esther (1892-1986) ha Mary (1905-1965). Studiañ a reas e lise Salinas, hag e skol-veur Stanford da c'houde. Dilezel a reas e studioù e 1925 evit mont da gazetenner e New York. Labourat a reas ur prantad berr evit an New York American ha distreiñ a reas da Salinas e 1926.
Skrivañ a reas e romant kentañ e 1929 : Ar gib alaouret (Cup of Gold: A Life of Sir Henry Morgan, Buccaneer, With Occasional Reference to History), ul levr faltazi diazezet war vuhez Henry Morgan. Ne reas ket berzh al levr-se. E 1930 e timezas gant Carol Henning ha dilojañ a rejont da Bacific Grove. Aze e reas anoudegezh gant Edward Ricketts, bevoniour al labour-douar, deuet da vezañ mignon bras dezhañ.
Embann a reas Peurvanoù an neñv (The Pastures of Heaven) e 1932, un dastumad danevelloù zo lec'hiet o istor e kêr Monterey (Kalifornia). E 1933 e embannas ar pone ruz (The Red Pony ) ha D'un Doue dianavez (To a God Unknown). Derc'hel a reas d'ober war-dro e vamm, war he zalaroù, betek he marv e 1934. Aet e oa bet e dad d'an Anaon war he lerc'h, e 1935. Kregiñ a reas John Steinbeck da zastum titouroù war sindikadoù al labour-douar d'ar mare-se. Gant Tortilla Flat (skrivet e 1935) e tapas e briz lennegezh kentañ : medalenn aour ar gwellañ skrivagner kaliforniat, roet gant ar Commonwealth Club of California. Kalz a vrud a zigasas dezhañ an istor fentus-se.
Gant A-ziwar Logod ha Tud (Of Mice and Men) ha Dre un emgann arvarus (In Dubious Battle), embannet e 1936, e teuas e oberennoù da vezañ siriusoc'h-siriusañ. E-barzh ul lizher kaset d'ur mignon dezhañ e skrivas, mantret : « Taolioù-dispac'h 'zo e Salinas ha muntroù e straedoù kêr karet ma ganedigezh. »
Goude An draonienn hir (The Long Valley) e 1937 ha Their Blood Is Strong, ur reportaj war sujet al labourerien divroet e 1938, e embannas Blokadoù ar gounnar (The Grapes of Wrath) e 1939, a oa, hervezañ, e wellañ oberenn. Koulskoude, peogwir e kave dezhañ e oa re zispac'hel e levr evit ober berzh, e c'houlennas gant e embanner moulañ un nebeudig skouerennoù hepken ... Berzh a reas al levr daoust d'ar yezh implijet ennañ ha d'ar menozhioù displeget. Difennet e voe al levr e meur a gêr e Kalifornia. E 1940 e resevas ar film aozet diwar ar romant-se ar Priz Pulitzer.
E 1941 e aozas ur verdeadenn gant e vignon Ricketts ha gante o-daou e voe skrivet Sea of Cortez (E Mor Cortés).
Embann a reas Steinbeck "Loar du" e 1942. Ar bloavezh-se e tizimezas, da addimeziñ gant Gwyndolyn Conger bloaz goude. Ar film Lifeboat, skrivet ar skript gantañ, a zeuas er-maez e 1944. Dilojañ a reas evit mont da Vonterey, lec'h ma ne voe ket degemeret mat. Kavout a reas bod neuze e New York, e lec'h ma voe ganet e vab kentañ : Thom.
Goude bezañ skrivet gantañ Straed ar Sardinenn (Cannery Row) e 1945, e tilojas da Bacific Grove e 1948. Kregiñ a reas d'ober enklaskoù evit skrivañ East of Eden. E 1946 e voe ganet e eil mab, John. Klask a reas prenañ ranch ar Pone ruz, hogen ne zeuas ket a-benn. Adkavout a rejod tudennoù Straed ar Sardinenn e-barzh ur romant all : Yaouvezh dous (Sweet Thursday).
E 1947 e embannas "Ar berlezenn" hag ez eas kuit da vro Rusia gant al luc'hskeudenner Robert Capa, evit an New York Herald Tribune. Skrivañ a reas diwar-benn e veaj e Dornlevr Rusiat (Russian Journal) e 1948. Mervel a reas Ricketts en ur gwallzarvoud.
Dibriediñ a reas Steinbeck pa reas anoudegezh gant Elaine Anderson Scott e 1949. Eurediñ a rejont e 1950. E 1952, e kemeras perzh e film Elia Kazan, Viva Zapata ! hag e embannas E reter an Eden (East of Eden).
E 1954 e embannas Yaouvezh dous (Sweet Thursday). Ur gomedienn war gan (Pipe Dream) a voe savet diwarnañ e 1955. Dilojañ a reas da Sag Harbor, e stad Stad New York. E 1957 e kinnigas tud kêr Salinas reiñ e anv d'ul lise. Nac'hañ a reas.
E 1958 e oa embannet Once There Was a War, dastumad e reportajoù brezel. Ul lamm galon a dapas e 1959, pezh a roas dezhañ c'hoant bras da veajiñ e Bro-Saoz, e Kembre, ha da foetañ bro en Amerika e 1960.
E 1962, e skrivas The Winter of Our Discontent, gant ar c'hoant da « zistreiñ pemzek vloaz a-raok ha da gregiñ en-dro ». Digalonekaet e oa d'ar mare-se ha soñjal a rae dezhañ e oa bet kaset pell diouzh an "traoù gwir" gant ar vrud.
Tapout a reas priz Nobel al lennegezh en 1962 evit E reter an Eden. Goude ur veaj en Europa gant Edward Albee e 1963 e resevas Medalenn Frankiz ar Stadoù-Unanet e 1964.
Mervel a reas d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York.
Oberennoù pennañ
kemmañ- Cup of Gold (1929)
- The Red Pony (1933)
- To a God Unknown (1933)
- Tortilla Flat (1935)
- In Dubious Battle (1936)
- Of Mice and Men (1937), troet e brezhoneg gant Kristian ar Braz, A-ziwar Logod ha Tud, Mouladurioù Hor Yezh, 2013.
- The Grapes of Wrath (1938)
- The Moon Is Down (1942, e koun Macbeth, gant Shakespeare)
- Cannery Row (1945)
- The Pearl (1947), troet e brezhoneg gant Yveline Le Don, Ar berlezenn, Mouladurioù Hor Yezh, 2021.
- The Wayward Bus (1947)
- East of Eden (1952)
- Sweet Thursday (1954)
- Travels with Charley (1962)