Saik Falc'hun
Saik Falc'hun | |
---|---|
Anv ofisiel | Jean-François Falc'hun |
Anv pluenn | Yann-Frañsez Falc'hun, Saik Falhun |
Obererezh | Beleg Rener ar gelaouenn Kroaz Breiz (1948-1950) Troer |
Ganedigezh | D'ar 7 a viz Du 1913 er Vourc'h-Wenn, ![]() |
Marv | D'ar 26 a viz C’hwevrer 1999 e Brest, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg, Galleg |
Enorioù | Chaloni a enor |
kemmañ ![]() |
Saik Falc'hun (1913-1996), Jean-François Falc'hun en ti-kêr, Yann-Frañsez Falc'hun pa oa rener ar gelaouen Kroaz Breiz, a oa ur beleg breizhat hag un troour brezhonek.
Arabat droukveskañ anv ar beleg-se gant hini e genderv Frañsez Falc'hun (1909-1991), chaloni ivez eveltañ, a oa o kelenn brezhoneg e Skol-veur Roazhon da gentañ, hag e Skol-veur Brest da c'houde, hag a oa aluzenner-meur ar Bleun-Brug eus 1956 da 1959.
BuhezAozañ
Ganet e oa Saik Falc'hun d'ar 17 a viz Du 1913 er Vourc'h-Wenn. Mont a reas d'ober e studioù da Gloerdi bras Kemper e 1932, ha goude-se da gloerdi skol-veur katolik Angers e 1936. Beleget e voe d'an 2 a viz Ebrel 1938. Bet gantañ e aotregezh war an deologiezh, e voe lakaet da gelenner e skolaj Sant-Frañsez e Lesneven e 1938. Goude-se e voe anvet ga gelenner e Kloerdi bras Kemper e 1939 : da gentañ kelenner filozofiezh, ha gouze-se kelenner gwir kanonek ha liderezh e 1946. Krouet e voe ar gelaouenn vrezhonek kristen Kroaz Breiz e 1948. Rener e voe ar gelaouenn-mañ betek an niv. 30 (Mae 1948-Here 1950).
Eus 1950 betek ar bloavezhioù 1955 e voe ivez noter an Iliz e-tal an ofisialded e Kemper. Anvet e voe chaloni a enor e 1953.
Eus 1955 betek ar bloavezhioù 1958 e voe person-kanton Gwitevede, ha goude-se, person-kanton Lesneven. Anvet e voe da berson-arc'hbeleg Kastell-Paol e 1967, met ret e voe dezhañ dilezel e garg e 1970 dre ma oa skoet klañv. Mont a reas da chom da di e vreur Klaoda Falc'hun[1], person Daoulaz e 1970, da c'houde da bresbital Dirinonn e 1982, a-raok mont da di-retred Keraodren e 1994. Mervel a reas e Brest d'ar 26 a viz C’hwevrer 1999.
Labouret en doa Saïk Falc'hun war-dro fin e vuhez gant Job an Irien evit lakaat e brezhoneg « Pedenn an deiz »[2], ul levr-pediñ gant pedennoù pemdeziek an Iliz, ha goude-se gant Pêr Guichou ha Job an Irien evit gwelet en-dro holl an droidigezhioù[3] al Levr-oferenn embannet gant Minihi Levenez e 1997.
OberennoùAozañ
war anv François Falc'hunAozañ
- gant Jean-Luc Deuffic, Daoulas, Roazhon, emb. Ouest-France, 1981, 32 p. (ISBN 978-2-85882-327-7)
- Dirinon, Roazhon, emb. Ouest-France, 1986, 32 p. (ISBN 2-85882-971-3)
war anv Saik FalhunAozañ
- Buhez sant Hoarve (pe Herve), troet e brezhoneg hag e galleg diwar an destenn latin, St-Hervé. Vie et culte, Trelevenez, emb. Minihi Levenez, 1990, p. 108-131, (levr divyezhek) (ISBN 2-908230-02-X)
- Buhez sant Paol a Leon, troet e brezhoneg hag e galleg diwar an destenn latin, Saint Paul Aurélien. Vie et culte / Sant Paol a Leon, Trelevenez, emb. Minihi Levenez, 1991, p. 150-231, (levr divyezhek) (ISBN 2-908230-05-4)
- Confessio ha Lizer da Coroticus gant Sant Patrig, troet e galleg diwar an destenn latin, Sant Padrig, Minihi Levenez, 1989, 64 p. (levr divyezhek)[4].
- Santez Berhed (eil Buez, skrivet gant Gogitosus), troet e brezhoneg hag e galleg diwar an destenn latin, Santez Berhed / Sainte Brigitte, vie et culte (Minihi Levenez n°24, C'hwevrer 1994), p. 30-58.
Gwelet ivezAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ Klaoda Falc’hun (1918-1999), bet eil-aluzenner broadel Y.K.A.M. (Yaouankizoù kristen ar maezioù, pe « J.A.C.» e galleg), person Plougonven e 1963, person Kerfeunteun e 1966, person Daoulaz e 1970, person Dirinonn e 1982, hag aluzener Manati Kerbeneat e 1994.
- ↑ Pedenn an Deiz, Ti embann Minihi Levenez, 1988, 622 p.
- ↑ « An holl droidigezhiou a zo bet gwelet en-dro hag eo bet lezet da gostez, pe be chañchet gand an Iliz abaoe an troidigeziou kenta » Cf. Minihi Levenez, n°54-55, « Heñchou nevez », Genver-Ebrel 1999, p. 28-30
- ↑ Lenn enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon