Hen Wlad fy Nhadau eo kan broadel Kembre.

Hen Wlad fy Nhadau
kan broadel
Deiziad krouiñGenver 1856 Kemmañ
Anv ofisielHen Wlad fy Nhadau Kemmañ
Anv e kanaわがふそのとち Kemmañ
Labour da-heulBro gozh ma zadoù Kemmañ
Location of first performanceMaesteg Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvkembraeg Kemmañ
SonaozerJames James Kemmañ
LevrigourEvan James Kemmañ
Testenn gantEvan James Kemmañ
Tonegezhmi bouc'h muiañ Kemmañ

Skrivet e voe ar pozioù anezhañ gant Evan James hag ar sonerezh gant e vab, James James, eus Pontypridd, e miz Genver 1856. Ur skouerenn orin eus ar c’han zo deuet betek ennomp : emañ e Levraoueg Vroadel Kembre. Glan Rhondda (glannoù ar stêr Rhondda) e voe titl kentañ ar ganaouenn-se pa voe savet. Kanet e voe evit ar wech kentañ e Maesteg, e miz Genver pe e miz C’hwevrer 1856, gant ur ganerez anvet Elizabeth John, eus Pontypridd. Buan e teuas da vezañ brudet er c’horn-bro. Anavezet e voe pelloc’h c’hoazh goude Eisteddfodd Langollen e 1858. Embannet e voe Glan Rhondda gant Owain Alaw (John Owen, 1821-1883) en un dastumad kanaouennoù anvet Gems of Welsh melody (1860-64). En dastumad-se e voe roet da Glan Rhondda an titl zo gantañ bremañ, Hen wlad fy nhadau (Bro gozh ma zadoù e kembraeg), ha dindan an anv-se e teuas da vezañ anavezet ha kanet dre Gembre a-bezh. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ un arouez brogarouriezh.

Enrollet

kemmañ
An enrolladenn goshañ

Hen wlad fy nhadau eo ar ganaouenn gembraek kentañ zo bet enrollet biskoazh. Graet e voe gant ar gompagnunezh Gramophone, d’an 11 a viz Meurzh 1899, ha kanet e oa gant Madge Breese.

Kan broadel

kemmañ

Daoust ma n’eus statud ofisiel ebet gant Hen wlad fy nhadau, ez eo anavezet hag implijet evel kan broadel e Kembre. Bezañ ez eo ar c’han broadel nemetañ a ganer pa vez abadennoù sport, ha ne vez kanet nemet e kembraeg, daoust ma’z eus ur stumm saoznek d’ar c’han ivez. E lidoù ofisiel zo e vez kanet a-gevret gant kan broadel ar Rouantelezh Unanet, God Save the Queen.

War patrom Hen Wlad fy Nhadau eo bet savet kan broadel Kernev-Veur, Bro Goth Agan Tasow, ha hini Breizh, Bro gozh ma zadoù.

Pozioù

kemmañ

Mae hen wlad fy nhadau yn annwyl i mi,
Gwlad beirdd a chantorion, enwogion o fri;
Ei gwrol ryfelwyr, gwladgarwyr tra mâd,
Tros ryddid gollasant eu gwaed.

Gwlad, gwlad, pleidiol wyf i'm gwlad.
Tra môr yn fur i'r bur hoff bau,
O bydded i'r hen iaith barhau.

Hen Gymru fynyddig, paradwys y bardd,
Pob dyffryn, pob clogwyn i'm golwg sydd hardd;
Trwy deimlad gwladgarol, mor swynol yw si
Ei nentydd, afonydd, i mi.

Os treisiodd y gelyn fy ngwlad tan ei droed,
Mae hen iaith y Cymry mor fyw ag erioed.
Ni luddiwyd yr awen gan erchyll law brad,
Na thelyn berseiniol fy ngwlad.

Bro gozh ma zadoù a garan,
Ur vro barzhed ha kanerien, tud vrudet anezho ;
He brezelourien gadarn, brogarourien vat anezho,
Evit ar frankiz, a skuilhas o gwad.

Ma bro, ma bro, tuet on da'm bro.
Keit ma vo ar mor evel ur voger d'ar vro garet ha glan,
Ra zalc'ho ar yezh kozh da vevañ.

Kembre gozh veneziek, paradoz ar varzhed,
Pep traoñienn, pep torgenn, din a zo kaer ;
Dre vrogarouriezh, na brav eo hiboud
He gwazhioù hag he stêrioù din.

Ma vez gwasket ma bro dindan treid an enebour,
Yezh kozh ar Gembreiz a zo ken bev ha biskoazh.
An awen n'eo ket mouget gant dorn divalav an treitour,
Na kennebeut telenn heson ma bro.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ