Yann-Loeiz Herri
Yann-Loeiz Herri, pe Jean-Louis Henry (Lokeored, 3 a viz Du 1861 – Lennon, 27 a viz C'hwevrer 1941), a oa ul labourer-douar, politiker ha skrivagner brezhonek.
Tremen a reas e vuhez e Lennon oc'h ober war-dro e diegezh hag e wenan. Gouiziek e oa war an dachenn-se ha skrivet en deus pennadoù diwar-benn ar gwenan e kazetennoù evel Le Courrier du Finistère, Ar Bobl, Feiz ha Breiz pe Kroaz ar Vretoned, hag ul levr ivez, embannet gant Ar Bobl. Dilennet e voe da vaer Lennon e 1919 ha da gannad evit Penn-ar-Bed e 1924. Ouzhpenn e bennadoù diwar-benn ar gwenan en deus savet ivez ur bern kanaouennoù ha barzhonegoù. Hervez Andreo ar Merser e oa ur bern gerioù galleg brezhonekaet en e skridoù dre ma ouie galleg gwelloc'h eget brezhoneg[1].
Barzhonegoù
kemmañ- Moueziou Breiz-Izel
Oberennoù all
kemmañ- Ar gwenan, Jean-Louis Henry, Moullerez Ar Bobl, 1906
- An Alvokad Patelenn