Aodoù-an-Arvor

departamant gall
(Adkaset eus Côtes-du-Nord)
Aodoù-an-Arvor
Ardamezioùlogo
Aodoù-an-Arvor
Anv gallek (ofisiel) Côtes-d'Armor
Bro Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Sant-Brieg
Isprefetioù Dinan
Gwengamp
Lannuon
Prezidant ar c'huzul-departamant Christian Coail (PS)
Prefed Stéphane Rouvé
Kod EBSSA 22
Kod ISO 3166-2 FR-22
Kod Eurostat NUTS-3 FR521
Poblañsouriezh
Poblañs 609 598 ann. (2022)[1]
Stankter 89 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 19′ 59″ Norzh
2° 49′ 59″ Kornôg
/ 48.333, -2.833
Gorread 6 878 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 4
Pastelloù-bro 5
Kantonioù 27
Etrekumuniezhioù 8
Kumunioù 356

Aodoù-an-Arvor (Côtes-d'Armor e galleg hag ent-ofisiel) a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E norzh ar vro emañ, Sant-Brieg eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 22 an niverenn roet dezhañ.

Betek 1990 e veze graet Kostezioù-an-Norzh[2], Aodoù-an-Hanternoz[3], Aodoù-Kreiznoz[4] pe c'hoazh Arvorioù-an-Nord[5] (Côtes-du-Nord e galleg) anezhañ e brezhoneg.

Dizunvan eo an departamant, bodet en-dro da gêr Sant-Brieg. An 3/5vedenn a zo e Breizh-Uhel hag an 2/5 e Breizh-Izel. Al lodenn vrasañ eus Bro-Sant-Brieg a zo aet d'ober anezhañ anat eo, met un nebeud parrezioù diouti a zo er Mor-Bihan. War-dro an hanter eus Bro-Sant-Maloù a zo e-barzh ivez, pa 'mañ ar peurrest anezhi en Il-ha-Gwilen hag er Mor-Bihan. Ul lodenn eus Bro-Zol er reter, Kernev-Uhel, er mervent, hag al lodenn vrasañ eus Bro-Dreger, er gwalarn, tammoù bihan eus Bro-Wened er mervent-su a ya d'ober ar peurrest.

Kêrioù brasañ

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].

Deskadurezh

kemmañ
  • 21 gumun a oa skolioù Diwan pe skolioù divyezhek enno e 2009. 2,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez[7].

Liammoù etrebroadel

kemmañ

Keveleriñ

kemmañ
Bro Strollegezh Abaoe
  Niger Departamant Tchirozérine 1987
  Tunizia Gouarnelezh Gabès 1989
  Polonia Voivodelezh Mazury-Warmia 1991
  Viêt Nam Proviñsoù Nghệ An ha Hà Tĩnh 1993
  Wallonia Proviñs Liège 1996

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Aodoù-an-Arvor er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Kostez-an-Nord / Kostezioù-an-Nord", Devri: le dictionnaire diachronique du breton
  3. War lec'hienn KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  4. "Aodoù-Kreiznoz", Devri: le dictionnaire diachronique du breton
  5. Meneget e 1793, gwelet "Arvorioù-an-Nord", Devri: le dictionnaire diachronique du breton
  6. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  7. Ofis Publik ar Brezhoneg