Yann-Frañsez ar Gonideg

Yann Frañsez Mari Morvan Agata ar Gonideg Kerzeniel (Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec de Kerdaniel ; Konk-Leon, 4 a viz Gwengolo 1775Pariz, 12 a viz Here 1838), a oa ur yezhour ha geriadurour brezhoneg. Un den a bouez eo en istor ar brezhoneg, rak kempennet en deus kalzik doare-skrivañ hor yezh ha degemeret eo bet e gemmoù gant an dud a zo deuet war e lerc’h. Ul levr yezhadur ha geriadurioù en deus savet, ha troet en deus ar Bibl e brezhoneg. Gant e labourioù en deus degaset brud en-dro d’ar brezhoneg ha broudet en deus tud all da vont war studi hor yezh (Brizeug, Laenneg, Kervarker). Tad ar brezhoneg ha reizher ar brezhoneg zo bet graet anezhañ gant e ziskibien.

Yann Frañsez ar Gonideg

Ganet e oa e Konk-Leon d’ar 4 a viz Gwengolo 1775 en ur familh noblañsoù bihan, mab da Yves-Charles Le Gonidec de Kerdeniel (Eozen Charlez ar Gonideg Kerzeniel)[1], a oa komis an tailhoù e Lokournan, ha da Anne-Françoise Pohon. E vamm a oa un intañvez addimezet e 1765, ha div verc'h he devoa : Marie-Jeanne ha Marie-Françoise de Penfeunteuniou. Ur verc'h all o doe an daou bried, a voe anvet Marie, met mervel a reas da zaou viz e 1766. Ur mab all o doe e 1770, François-Marie, met mervel a reas da bemp bloaz d'an 23 a viz Mae 1775. Ur verc'h all o doe e 1771, a varvas en deiz ma oa ganet. Ur mab all a voe ganet e 1772, anvet Nicolas-Marie. Ha Jean-François e 1775.

E 1777 e varvas ar vamm er gwentloù hag ar bugel dizanv a zouge, e Konk-Leon. Goude-se e voe dilezet ar vugale gant an tad a yeas da chom de Vro-Dreger. Advabet e voe ar vugale, an daou vab gant o moereb Jeanne-Renée de Kersaozon.

E Trebabu e ti e voereb e tremenas Y. F. ar Gonideg e vugaleaj. E skolaj Landreger etre 1787 ha 1791 e voe war e studi. E-pad an Dispac'h gall e voe harzet dre ma oa nobl, ha toullbac’het e Brest hag e Karaez etre miz Gwengolo 1793 ha miz Kerzu 1794. Mont a reas da guzhat da Drebabu, da vaner ar familh Kersaozon, ha da vaner Kerveatouz, e parrez Plouarzhel goude-se. Hogen daoust d’ar pezh a voe kontet gantañ ne seblant ket en dije kemeret perzh da vat er Chouanerezh. D’ar mare-se eo moarvat e krogas da vezañ troet gant ar brezhoneg ha d’e studiañ a-zevri.

E 1804, dindan ren Napoleon I, ec'h eas da labourat evit ar Verdeadurezh ha dont da vezañ komis e Mererezh ar C’hoadoù. E meur a gêr e labouras : Pariz, Hamburg (1812), Nancy, Moulins hag Angoulême, ma chomas e-pad meur a vloaz. E 1812 e varvas e dad e Lanvaodez, da 75 vloaz hag er baourentez.

E Naoned edo Y. F. ar Gonideg o chom etre 1814 ha 1816. Eno, e 1816, e timezas da Jeanne Maljean, ur vaouez eus dugelezh Luksembourg. Ur mab o doa dija, Pierre-Xavier, bet ganet e 1808 ; unan all o doe e 1818, anvet Robert-Charles-Marie.

War e amzer vak e laboure war dachenn ar brezhoneg, o klask sevel un doare-skrivañ resis ha disklêriañ reolennoù ar yezhadur. E 1807 ec'h embannas e levr Grammaire celto-bretonne ma tispleg reizh ar gerioù ha reolennoù ar c’hemmadurioù. Ne oa bet levr yezhadur ebet ken klok abaoeLe Sacré Collège de Jésus, ennañ ur yezhadur hag ur geriadur, a oa bet embannet e 1657 gant an tad Juluan Maner.

E Pariz e oa bet ezel eus an Akademiezh keltiek, ur gevredigezh ouiziek verrbad, krouet e 1805, m'edo La Tour d’Auvergne ha Jacques Cambry.

E 1821 e lakaas embann ar geriadur Dictionnaire celto-breton ou breton-français, a voe adembannet goude e varv dre aked Kervarker e 1850.

Goude-se e labouras war ur geriadur galleg-brezhoneg, met lakaet en doa e soñj ivez treiñ ar Bibl e brezhoneg, rak gouzout a rae e oa bet ul levezon vras war ar c’hembraeg gant troidigezh ar Bibl er yezh-se. Broudet e voe d’e ober gant pastored eus Kembre. E droidigezh eus an Testamant Nevez (Testament Nevez hon Aotrou Jezuz-Krist) a voe embannet e 1827 en Angoulême, gant skoazelloù arc’hant o tont eus ar Bible Society e Londrez. En abeg da se ne voe ket aotreet gant eskob Kemper, Jean-Marie-Dominique de Poulpiquet de Brescanvel (1759-1840), ar pezh a dalvez ne voe ket implijet an droidigezh vrezhonek en ilizoù.

E 1834, oadet 59 bloaz, ec'h eas Y. F. ar Gonideg war e leve kent mont da Bariz ma kavas un tamm labour e kompagnunezh an Assurances générales, savet ha renet gant ur Breizhad, an ao. Gourkuñv. Dilennet e voe ar Gonideg da ezel eus an Ensavadur Istorel (Institut Historique) e 1834. Labourat a rae neuze war e c’heriadur galleg-brezhoneg, a voe embannet dre aked Kervarker e 1847 (Dictionnaire français-breton).

D’an 12 a viz Here 1838 e varvas e Pariz. Douaret e voe e bered Lokrist, e-kichen Konk-Leon. War e vez ez eus ur maen-koun, warnañ enskrivadurioù e brezhoneg hag e kembraeg[2].

Goude e varv

kemmañ

E 1839, bloaz goude tremenvan ar geriadurour, e voe adembannet gant Kervarker e yezhadur, kent e c’heriadur brezhoneg-galleg (1850) hag e c’heriadur galleg-brezhoneg (1847) ; gant Amable Troude e voe adembannet e zaou c’heriadur ivez (1860) hag ar Bibl santel (1866).

Reizhadennoù ar Gonideg

kemmañ

Levezon

kemmañ

Bras e voe levezon Y. F. ar Gonideg evit azginivelezh ar brezhoneg, daoust ma ne oa ket ur skrivagner dispar ha daoust ma c’heller tamall dezhañ bezañ bet un tammig re c’hlanyezhour. E zibaboù evit un doare-skrivañ resis a voe degemeret diouzhtu gant Kervarker, aozer Barzhaz Breizh ha brudet-bras en XIXvet kantved. Heuliet e voe dibaboù ar Gonideg gant muioc’h-mui a dud war-lerc’h, dreist-holl goude ma vije savet eskob Kemper, Joseph-Marie Graveran (1793-1855), a-du ganto e 1840. Diskibien niverus en devoe, dreist-holl Kervarker, a gendalc’has gant e labour geriadurouriezh. En XXvet kantved e talc’has Frañsez Vallée ha Roparz Hemon d’an hent bet treset gantañ.

Oberennoù

kemmañ
  • Grammaire celto-bretonne, 1807 ; Adembannadur : 1838 [1] [2]
  • Dictionnaire celto-breton, 1821 [3]
  • Katékîz historik é pehini é kaveur é berr gomsion ann histor santel hag ar gélénadurez gristen, 1826 — Treuzyezhet diwar Catéchisme historique où l'on trouve en peu de mots l'histoire sainte et la doctrine chrétienne Claude Fleury (1679)[3]
  • Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist. Trôet é Brézounek, gant I.F.M.M.A. Le Gonidec. e ti Trémeau, Angoulem, 1827 [4]
  • Dictionnaire français-breton, 1847. Embannet gant Kervarker war-lerc'h marv an oberour. [5]
  • Dictionnaire breton-français, 1850. Embannet gant Kervarker [6]
  • Vocabulaire français-breton ha Vocabulaire breton-français, adwelet gant A. E. Troude, 1860.
  • Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr - Embannadur 1866 - L. Prud’homme.
  • Bizitou d'ar Sakramant Sakr ha d'ar werc'hez santel, lékéat é Brézonek gant ann aotrou Le Gonnidec. Adembannet gant A. Troude, 1867 [7]

Levrlennadur

kemmañ
  • Louis Dujardin. La vie et les œuvres de Jean-François-Marie-Maurice-Agathe Le Gonidec, grammairien et lexicographe breton, 1775-1838, Imprimerie Commerciale & administrative, 17 rue jean-Jaurès, Brest, 1949.

Liammoù diavaez

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Raoul, Lukian. Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien. Al Liamm, 1984, p. 235 (ISBN 978-2-7368-0034-5)
  2. Gwelet ar pennad Bez ar Gonideg e Konk-Leon.
  3. (fr) BnF