Bez ar Gonideg e Konk-Leon

Bez Yann Frañsez Vari ar Gonideg a voe savet e 1845 e bered Lokrist, e-kichen Konk-Leon.

Gwel hollek

Goude marv ar Gonideg e 1838 e oa bet savet ur bodade da zastum arc'hant evit "kas relegoù an Aotrou Gonideg d'ar gêr ma voe ganet, Konk-Leon" hag evit sevel ur maen-koun war e vez. Er boade-se e oa tud brudet evel Aogust Brizeug, Émile Souvestre, Alfred de Courcy. E 1845, seizh vloaz goude e varv, e voe kaset korf ar Gonideg eus bered Montmartre e Pariz da Lokrist, ma oa bered Konk-Leon, da vezañ beziet eno. Ul lid a voe d'an 12 a viz Here seizh vloaz rik goude e varv. El lid edo eskob Kemper ha Leon, maer Konk, maer Plouarzhel, isprefed Brest, koñsul ar Rouantelezh-Unanet e-touez pennoù-bras all.

E miz Kerzu 1846 e oa bet diskaret ar monumant gant ur barrad gwallamzer. Arc'hant a voe dastumet e Kembre, gant ar gevredigezh Cymreigyddion, hag e 1851 e voe adsavet gant un destennig skrivet gant John Jenkins, a c'hounezas ur priz ganti en un Eisteddfod e miz Here 1848.

E 1911, adarre, e voe distrujet ar monumant gant ar gwallamzer hag adsavet e voe. D'an 12 a viz Here 1913 e voe lidet an adsavidigezh hag ar wech-mañ e voe klevet prezegennoù brezhonek en-dro d'ar bez, ar pezh na oa ket bet e 1845, gant tud e-leizh evel Taldir, per Mokaer, an aotrou Yann-Vari Perrot. E 1838, da geñver kant vloaz marv ar Gonideg, e voe ul lid adarre e bered Lokrist hag en iliz Konk, e koun ar geriadurour, war atiz ar Bleun-Brug[1].

War ar bez e weler ur maen-koun, warnañ enskrivadurioù e brezhoneg, e kembraeg hag e galleg.

Ar Gonidec, dyn da
Ei enw sydd yma
Yn arwydd o wir vawl
A'r cariad tynera
Ar bawl-vaen a sawid,
Gan vrodyr Brythoniaid
Prydain vechan gyda
Prydain vawr, Gomeriaid,
Am y carai ei vro,
A'i iaith y Vrythoneg,
I b'un gwnaeth Eir-Lyvr
Ac hevyd Rammadeg,
Ac am droi, y gyntav
Yr holl Vibl santaidd
I iaith y Brythoniaid,
Gwaith mawr, da, nevolaidd.
Ar Gonidec, den mad,
He hano zo ama,
Da arouez a wir veuleudi
hag ar garantez denera,
War eur peul-van savet
Gant breudeur Bretoned
Breiz vihan ha
Breiz-veur Gomered ;
Dre ma kare e vro
Hag he iez ar Brezonek
Da b'hini e reaz ger-levr
Hag ive eur grammar,
Hag evit trei, ar c'henta
Ann holl Vibl santel
E iez ar Vretoned.
Labour braz, mad, celestiel.
Erigé en 1845
et renversé par la foudre en 1846,
ce monument a été relevé
et complété, en 1851,
par les habitants du Pays de Galles,
en témoignage de leur admiration
pour LE GONIDEC,
restaurateur de la langue celto-bretonne,
en laquelle il a traduit
la Sainte Bible.

Notennoù

kemmañ
  1. La vie et les oeuvres de J.M.F.M.A. Le Gonidec, gant Louis Dujardin, 1949, p. 141-153