Jacques Cambry

skrivagner gallek

Jacques Cambry, bet ganet d'an 2 a viz Here 1749 en Oriant hag aet da Anaon d'an 31 a viz Kerzu 1807 e Cachan (Val-de-Marne a-vremañ), a oa ur skrivagner brezhoneg ha galleg, melestrer hag un den troet d'an Istor ha d'an hendraouriezh, bet diazezet an Akademiezh Keltiek gantañ e 1804.

Jacques Cambry

Mab e voe Jacques Cambry da Gilles Cambry (1709-1778), ijinour savour bagoù evit Kompagnunezh an Indez en Oriant ha da Renée Le Houx. Mab-bihan e voe da Gilles Cambry (1675-1739), savour bagoù er memes embregerezh hag da Jacques Le Houx, kuzulier ar Roue, maer ha koronal e penn garnizon an Henbont. Ober a reas studioù hir war ar skiantoù hag al lizhiri hag e krogas micher savour bagoù e Brest. Reiñ e zilez a reas e 1771, ha pa voe ur post is-ijinour gantañ. Beajiñ a reas dre an Indez (Pondichéry, Surate) hag en Antilhez (Santo Domingo) hag e Breizh-Veur, Bro-Alamagn ha Suis evit kont Kumpagnunezh an Indez.
Labourat a reas evel kelenner-ti evit bugale ur familh binvidik. Da vare an Dispac'h Gall e savas a-du gant ar mennozhioù nevez ha dont a reas da vezañ prokulor e kumun an Oriant e 1792.
Goude-se e reas e annez e Kemperle : mont a reas e-barzh bodad evezhiañ Kemperle ha dont da vezañ prezidant an distrig. Sevel a reas ur c'hatalog eus an traoù diflipet diouzh krabanoù an distrujerien (1795) hag ur Veaj e Penn-ar-Bed (1799).

Prefed departamant Oise e voe e 1800-1802. E 1804 e voe unan eus ar re a savas an Akademiezh Keltiek, krouet d'an 30 a viz Meurzh e Pariz, gantañ ha gant Jacques-Antoine Dulaure ha Jacques Le Brigant. Mervel a reas Cambry e 1807 diouzh un taol-gwad.

Un deskrivadur prizius eus departamant Penn-ar-Bed dek bloavezh goude an Dispac'h gall

kemmañ

Embannadennoù

kemmañ
  • Traces du Magnétisme, Den Haag, 1784.
  • Contes et proverbes, suivis d'une notice sur les troubadours, 1784, Amsterdam, 1787. Adkemeret troù a bep seurt kavet e levrioù Claude Fauchet, Étienne Pasquier, Nostradamus, Le Grand d'Aussy]], Jean-Baptiste de La Curne de Sainte-Palaye ha Millot.
  • Promenades d'Automne en Angleterre, 1787.
  • Rapport sur les sépultures, présenté à l'administration centrale du département de la Seine, Pariz, Pierre Didot l'Aîné, an VII 1799.
  • Essai sur la vie et sur les tableaux du Poussin, Pierre Didot l'Aîné, an VII. 1799.
  • Voyage dans le Finistère ou État de ce département en 1794 et 1795. Imprimerie-Librairie du Cercle Social, An VII 1799 (adembannadur gant "Société archéologique du Finistère", Kemper, 1999 [(ISBN 2-906790-04-4)]). Embannet evit ar wech kentañ e 1799. Adembannet meur a wezh.
  • Voyage Pittoresque en Suisse et en Italie, Pariz, Jansen, an IX (1801).
  • Description du département de l'Oise en deux volumes, Imprimerie de P. Didot L'ainé, an XI. 1803, dessins de Thomas-Charles Naudet. (plankennadoù da vezañ gwelet war Gallica)
  • Monuments celtiques, ou recherches sur le culte des pierres, Précédées d'une Notice sur les Celtes et sur les Druites, et suivies d'Étymologies celtiques, Paris, chez Mad. Johanneau, Libraire, Palais du Tribunat, An XIII 1805 [1]
  • Voyage dans le Finistère. Nouvelle édition, accompagnée de notes historiques, archéologiques, physiques et de la flore et de la faune du département par M. le Chevalier de Fréminville. Lefournier, Brest, 1836.
  • Catalogue des objets échappés au vandalisme dans le Finistère, dressé l'An III, Caillière, Roazhon, 1889.

Levrlennadur

kemmañ
  • Un Breton des lumières Jacques Cambry au service de la construction nationale, aktaoù kollok Kemperle, CRBC, 2008.
  • Herve Gouedard, " Jacques Cambry, hag e veaj e Departamant Penn-ar-Bed (1794) ". E-barzh Ya!, niv. 1004, 3 Gwengolo 2024.