Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ganet eo bet Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne e Karaez d'an 23 a viz Kerzu 1743. Soudard en armeoù Frañs eo bet ha keltiegour ivez. Mervel a reas e Bavaria d'ar 27 a viz Mezheven 1800.
-
-
Delwenn Théophile-Malo Corret e Karaez.
Alvokad oa e dad. Studiet en deus e skolaj ar Jezuisted e Kemper. Degemeret e voe e-touez ar Vouskederien ruz. Ezel eo bet eus rejimant Angoumois. Taolioù-kaer a reas en arme an dug a gCrillon enep ar Saozon. Anvet e voe da gapiten e 1785 goude 20 vloaz tremenet en arme. Treiñ a reas a-du gant an Dispac'h e 1789 ha nac'h a reas kuitaat Frañs. Ur soudard heverk e voe en armeoù ar Vodadenn (Convention) hag ezel e voe eus ar "Steudad ifernel" ("Colonne infernale") a aloubas traoñienn Orreaga-Roncesvalles e 1794.
En em lakaat a reas da studiañ ar yezhoù keltiek asambles gant Jacques Le Brigant. E 1792 ec'h embannas ul levr anvet ''Nouvelles recherches sur la langue, l'origine et les antiquités des Bretons''.
E 1796, da 53 bloaz, e tistroas d'an arme evel greunadour evit kemer plas mab yaouankañ Jacques Le Brigant en doa kollet tri mab e brezelioù ar Republik. Bez eo voe da gentañ en arme Alamagn, goude e hini Helvetia hag e hini ar Roen evit echuiñ. Roet e voe dezhañ ur sabrenn a enor hag an titl a "gentañ greunadour armeoù ar Republik" gant ar C'hentañ Koñsul.
Lazhet e voe e-kerzh un emgann e-kichen Oberhausen d'ar 27 a viz Mezheven 1800, treuzet e galon gant un taol goaf.
Kalz ruioù ha plasennoù a zoug e anv e Breizh hag e lec'h all.
Mammenn Aozañ
- 500 Bretons à connaître gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Marine, 1989.