Pictones ha, diwezhatoc'h, Pictavi a raed e latin eus ur bobl c'halian a veve er c'hreisteiz da aber al Liger. Hervez an douaroniour Klaudios Ptolemaios e oa ar Pictones, pe Piktoned[1], unan eus pobloù Gallia Aquitania ha menegiñ a ra div gêr vras en o bro : Limonum (Limonum Pictonum, a zo Poitiers hiziv) ha Ratiatum (Reudied, er c'hreisteiz da Naoned). Hervez an douaroniour Strabon e verke al Liger ar vevenn etre Piktoned ha Namneted. Pelloc'h er c'hreisteiz e oa ar bobl anvet Santones o vevañ etre bro ar Biktoned hag aber ar Gironde.

Galia hag he fobloù

E skridoù Julius Caesar e lenner e voe degaset listri d'ar Romaned gant ar Biktoned evit ober brezel ouzh ar Weneted e 56 kent JK. Diwezhatoc'h, e 52 kent JK, e voe ar Biktoned unan eus pobloù galian nemeto na gasjont ket tud da harpañ Vercingetorix e-pad stourm hennezh ouzh ar Romaned[2]. Emsavadegoù diwezhañ ar Biktoned ouzh ar Romaned, en-dro da Limonum, a voe flastret gant Gaius Caninius Rebilus ha gant Caesar e-unan.

Dre Portus Ratiatum (porzh Ratiatum, Reudied) e veze liammoù kenwerzh etre ar Biktoned hag enez Vreizh.

Notennoù

kemmañ
  1. Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 244
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico VI, 44