Verkingetorix

(Adkaset eus Vercingetorix)

Verkingetorix (e latin Vercingetorix gant Julius Caesar pe Vergentorix gant Ploutarc'hos), ganet war-dro -80 e bro an Arverned, marvet d'ar 26 a viz Gwengolo -46 e Roma, a oa ur penn galian, mab Keltillos ha penn pobl an Arverned.

Delwenn Verkingetorix en Alise-Sainte-Reine

Kemer a reas ar galloud e 52 kent JK, pa savas un arme ha pa oa anvet da roue e Gergovia Verkingetoriks. Hemañ a oa mab da gCeltillos, penn arvern moarvat, a zeuas er galloud goude bezañ anvet ent ofisiel da benn an Arverned e 52 a-raok. J.-K. Diouzhtu-kaer e savas un emglev gant pobloù galian all, kemer a reas penn ar gourc'hemenn, kenstrollañ an holl nerzhioù ha kas anezho. Gounezet en deus emgann Gergovie a-enep da Julius Kaezar ma voe lazhet ur bern Romaned ha kevredidi ennañ. Diwar-se ez eas lejionoù roman Kaezar kuit eus Arvern (Auvergne bremañ). Sevel a reas buan ur c'hevredad gant meuriadoù all ha lakaet e voe e penn o armeoù kevredet[1] a renas e-kerzh brasañ emsavadeg Galia a-enep ar galloud roman.
Verkingetorix en em zaskoras d'ar Romaned goude e goll en Emgann Alesia e 52 kent J.-K., ha taolet e voe en un toull-bac'h e-pad pemp bloaz. E -46 e voe diskouezet e Roma e-pad trec'hlid Julius Caesar a-raok bezañ taget en e vac'h. Verkingetorix zo anavezet dreist-holl dre skridoù e enebour Caesar : Commentarii de Bello Gallico.

Verkingetorix zo unan eus ar c'hentañ renerien a zo deuet a-benn da unaniñ ul lodenn vras eus pobloù Galia, gant donezonoù war dachenn ar brezel, a-enep unan eus brasañ strategourien e amzer, Julius Caesar.
En amzer Napoleon III e voe enoret evel unan eus kentañ renerien ar vro da vare ar C'halianed. Pa veze eneberezh etre Bro-C'hall hag an Impalaeriezh alaman e teuas da vezañ un haroz broadel a roe skouer ar stourm evit an dizalc'hiezh. Etre 1870 ha 1950 e teuas da vezañ kentañ rener ar C'hallaoued hervez an istor ofisiel kelennet da rummadoù skolidi.

Goude bezañ bet anvet da c'houarnour ar proviñs roman Gallia Narbonensis (Provañs hiziv) e -58, e krogas Julius Caesar da aloubiñ Galia ha da sujañ meuriadoù ar C'halianed e-pad un nebeud bloavezhioù. Implijout a reas ar c'hostezennoù a oa e-touez ar vrientinien e Galia da rannañ anezhe, o reiñ un harp politikel ha profoù da lod, evel gwin. An esaeoù emsavadeg, evel hini Ambiorix e -54, n'o deveze bet harp nemet en un doare lec'hel betek-henn, mes Verkingetorix, a oa bet lakaet e dad, Keltillos, d'ar marv gant e genvroidi war-zigarez e oa o klask ren holl C'halia, a zeuas a-benn da unaniñ ar meuriadoù a-enep ar Romaned hag a implijas un doare brezeliñ nevez.

 
Republik Roma hag hec'h amezeien e -58.
  • ██ Kelted
  • ██ Germaned
  • ██ Daked
  • ██ Impalaeriezh roman
  • Impli an dudenn goude

    kemmañ

    Daoust da vezañ un dudenn istorel dister awalac'h (e keñver ar rouanez Boudika da skouer) eo bet lakaet e-barzh romant broadel Bro-C'hall, ha kinniget eo bet evel unan eus tudennoù pennañ istor Bro-C'hall.

    Notennoù

    kemmañ
    1. De Bello Gallico, levrenn VII, pennad 75