Ruzieg

kumun Bro-C'hall

Ur gumun eus Breizh eo Ruzieg[2] (Rougë e gallaoueg, Rougé e galleg), e Bro-Naoned, e departamant al Liger-Atlantel. Pennlec'h kanton Ruzieg, diskaret e 2015, eo bet.

Ruzieg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Ruzieg (pennlec'h) betek 2015, Kastell-Briant abaoe 2015
Kod kumun 44146
Kod post 44660
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Duclos
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal
Bro velestradurel Bro Kastell-Briant
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 156 ann. (2020)[1]
Stankter 38 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 28′ 12″ Norzh
1° 15′ 54″ Kornôg
/ 47.4701, -1.2649
Uhelderioù kreiz-kêr : 74 m
bihanañ 39 m — brasañ 109 m
Gorread 56,32 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ruzieg

Douaroniezh

kemmañ

Ruzieg a zo ur gumun er gwalarn da Gastell-Briant. Ar c'humunioù amezeg a zo Soulvac'h, Ferreg, Noal-ar-Bruz, Kastell-Briant, Saoudan ha Ruzinieg evit al Liger-Atlantel, ha Tilheg evit an Il-ha-Gwilen.
Treuzet eo ar gumun gant ar stêr Bruz.

Ardamezioù

kemmañ

En gul, e groaz divouedet pavek en aour ; aozer : Ao. Loeiz Renaud ; brizhenn ardamezioù tiegezh a Rougé.

  • Douar-dalc'h orin marc'htierned Ruzieg e oa. Gwechall e oa ur c'hastell a-us kêr el lec'h m'emañ an iliz Pêr ha Paol hiziv, met e 1173 e voe distrujet ar c'hastell kentañ gant goprsoudarded a Vrabant a oa dindan veli roue Bro-Saoz.
  • Teir barrenn vras a oa e dalc'h aotrouien Ruzieg : Ruzieg-e-Ruzieg, Ruzieg-e-Tourig ha Ruzieg-en-Tilh. Diwar an div varrenn ziwezhañ-mañ e voe savet, gant an amzer, beskontelezh Tourig ha kastellaniezh an Tilh.
  • War c'hwec'h parrez en em astenne barrenn Ruzieg-e-Ruzieg e 1560 : Ruzieg, Ruzinieg, Lalleu-Saint-Jouin ("Douar-kuit Sant Jouan"), Herzieg-Mez, Soulvac'h ha Sant-Yann Vere[3]
  • Ledanoc'h c'hoazh e oa beli aotrouien Ruzieg e gwirionez, p'o deveze ar gwir a reizh betek an Tilh, Tourig ha Pereg diouzh un tu, betek Sant-Albin-ar-C'hestell ha Sant-Visant-al-Lann diouzh an tu all.
  • Ar Goadeg Nevez, ur vilin-avel e Ruzieg ha hini Ruzinieg a oa e dalc'h an aotrouien ouzhpenn da gastelloù Ruzieg ha Soulvac'h.

Kalz gwizien a oa dindan beli aotrouien Ruzieg.

Tiegezhioù brudet a voe perc'henn war gastelliezh Ruzieg :

  • Mervel a reas 127 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,83 % eus he foblañs e 1911[7].
  • Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].

Trevadennoù

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol, luc'hskeudennoù[19],[20].

Manerioù

kemmañ
  • Maner Chamballan, luc’hskeudenn[21].
  • Maner L'Orgeraie, XVIvet kantved, luc’hskeudenn[22].
  • Maner Beauvais, XVIvet kantved, luc’hskeudenn[23].
  • Lojeiz La Noë[24].

Armerzh

kemmañ
  • E La Guérivais e oa ur vengleuz maen-glas[25].
  • E La Minière e veze tennet houarn eus dindan an douar, luc’hskeudennoù[26].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
 

Avril, pe Apuril
Aotrounez la Mataudais
En argant e zervenn c'heotet, meziet en aour, hebiaet gant div goulm penn-ouzh-penn en gul, ur skourrig c'heotet en o beg

 

Bonnier
Aotrounez Lorgerais
En argant e deir melchonenn c'heotet

 

de Malestroit
Aotrounez parez Ruzieg
En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.

 

du Rocher

Aotrounez du Rouvre

En glazur e garreg en argant; e gab en erminoù

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

kemmañ