Sophie Trébuchet
Sophie Trébuchet
Anv Sophie Trébuchet
Ganet 19 a viz Even 1772
Naoned, Breizh
Marvet 27 a viz Even1821
Pariz, Bro-C'hall
Pried Joseph Léopold Sigisbert Hugo
Bugale Victor Hugo


Sophie Françoise Trébuchet, ganet d'an 19 a viz Even 1772 e Naoned[1] ha marvet d'ar 27 a viz Even 1821 e Pariz, a oa mamm ar skrivagner gall Victor Hugo. Gant he gwaz ar jeneral Joseph Hugo he doe daou vab all : Abel (an henañ) hag Eugène (an eil henañ).

He buhez kemmañ

Mervel a reas he zud, bourc'hizien eus Naoned, pa oa ur bugel. Fiziet e voe ar verc'hig e kerent dezhi ha bevañ a reas etre Naoned ha Kastell-Briant, gant ur voereb. E-keit ma oa an Dispac'h gall oc'h ober e reuz e Naoned e kejas ar plac'h yaouank eno e 1796 gant danvez he gwaz, a oa soudard republikan. Divizout a reas Sophie mont da Bariz gantañ, ha goude da Lunéville, Bastia, Besançon, lec'h m'edo galvet Joseph Hugo. He zri mab he doe d'ar mare-se, etre 1798 ha 1802 : Abel, Eugène ha Victor.

Goude se e tivizas Sophie Trébuchet chom e Pariz, lec'h ma vevas gant ur c'hamalad kozh d'he gwaz, Victor Fanneau. Daremprediñ a reas ivez familh Adèle Foucher, gwreg da zont Victor Hugo. Pa voe harzet Victor Fanneau de Lahorie ha tamallet e gaou da vezañ kemeret perzh en un irienn, e treuzas Sophie Bro-Spagn, e-kreiz ar brezel, betek Madrid lec'h m' edo he gwaz o chom. Kont e oa deuet hemañ da vezañ, ha lakaat a rae e wreg kleiz da dremen evit e bried ; goulenn a reas dibriediñ. Met nac'hañ a reas Sophie evit mirout he leve. Distreiñ a reas da Bariz gant he bugale, lec'h ma voe kaset Victor Fanneau d'ar marv e 1812.

Tremen a reas Sophie Trébuchet bloavezhioù diwezhañ he buhez gant he mibien e Pariz. Broudañ a rae anezho da studiañ ha da garout ar varzhoniezh. Estlammet e veze gant donezon he mab bihanañ, hag un awen e voe da Victor yaouank en un toulladig eus e varzhonegoù kentañ.

Enorioù kemmañ

  • Plasenn Sophie Trébuchet e Naoned, e-kichen Liorzh ar Plant
  • straed Sophie Trébuchet en Arwerneg-Vihan
  • straed Sophie Trébuchet e Besançon lec'h ma voe ganet Victor Hugo.

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. E straed ar C'harmezezed. Akta badez Sophie Françoise Trébuchet, 19 a viz Even 1772, parrez Sant-Laorañs, Naoned. Dormann (1982) p.13.