Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev
Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev a oa ur rummad parrezioù, etre Breizh ha Poatev (Bro-C'hall), en tu-hont d'al Liger, hag a oa betek 1790 ha savidigezh an departamantoù, ur statud dibar dezho. Koulz ha Marzioù dispartiañ Breizh hag Anjev e oant ur seurt tachenn etre, ha tennañ a raent diouzh an degouezh, kement da Vreizh ha da Vro-C'hall, pe muioc'h da homañ pe da honhont. Darn eus ar parrezioù-se a oa en Eskopti Naoned, darn all en Eskopti Luçon, hep na heuilhfe dre ret an disparti ar vevenn bolitikel, neuze ’ta e oa parrezioù ’zo eus Luçon hag a oa kentoc'h e Breizh, ha parrezioù eus Naoned hag a oa e Bro-C'hall.
An tachennoù
kemmañDiv dachenn vras a oa:
- Ar marzioù boutin uhel izeloc'h eget Klison:
- Ar marzioù boutin izel eus tu ar mor.
Etre an daou e oa ur strobad parrezioù ma oa an tu kreñv gant Breizh, hag ur strobad parrezioù all ma oa an tu kreñv gant Bro-C'hall:
- Marzioù izel boutin etre Breizh ha Poatev:
- 1 : Bonn
- 2 : Koed-Keneg
- 3 : La Garnache (darn hepken)
- 4 : Palud
- 5 : parrez an Drinded e Machikoul
- 6 : Lanveur-ar-Marzoù
- 7 : Sant-Stefan-ar-C'hoad
- 8 : Levieg
- 9 : Sant-Stefan-Kerc'haoueg
- 10 : La Bénate
- 11 : Sant-Yann-Kerc'haoueg
- Marzioù uhel boutin etre Breizh ha Poatev
- 12 : Kugant
- 13 : Brufer (sez ar Marzioù boutin)
- 14 : Beuzid-Klison
- 15 : Yestinieg
- Marzioù tu kreñv gant Breizh war Poatev
- 16 : Sant-Koulman
- 17 : Banaleg-ar-Gevred
- 18 : Monteverzh
- 19 : Kelenneg-ar-Mewan
- 20 : Sant-Leven-Klison
- 21 : Sant-Eler-Neved
- 22 : Kervernarzh
- 23 : ar Plank
- 24 : Henwinieg
- 25 : Sant-Andrev-Trizek-Hent
- 26 : darn eus Kerlouevig
- 27 : darn eus Sant-Filberzh-Deaz
- 28 : darn eus Kerc'hevrel
- 29 : darn eus Pont-Marzhin
- 30 : darn eus Bignon
- 31 : darn eus Gwerzhav
- Marzioù tu kreñv gant Poatev war Breizh
- 32 : Saint-Philbert-de-Bouaine
- 33 : Rocheservière
- 34 : Mormaison
- 35 : Saint-Sulpice-le-Verdon
- 36 : Ruvelieg
- 37 : Saint-Hilaire-de-Loulay
- 38 : Treize-Septiers
- 39 : La Guyonnière
- 40 : Saint-Georges-de-Montaigu
- 41 : La Boissière-de-Montaigu
- 42 : Les Landes-Genusson
Ar statud
kemmañLuziet-kenañ e c'halle bezañ an traoù. Evit a sell ar "marzioù boutin" e oa ar gwirioù dirann riegezh koulz gant Breizh ha gant Bro-C'hall, hag ar gwirioù dalc'h ha justis gant aotrouien marcheton (da lavaret eo, eus ar Marzioù). Evit ar "marzioù tu kreñv gant Breizh" pe "marzioù tu kreñv gant Bro-C'hall" e oa an dud eus Breizh pe eus Bro-C'hall, ne oa nemet ar gwirioù dalc'h hag a oa dirann, ar gwirioù justis, int-i, a heulie justis o bro[1].
An disrann
kemmañE 1789 e voe savet an departamantoù, ha divizet e voe echuiñ gant ar Marzioù, disrannañ anezho ha lakaat ar parrezioù pe e hini Naoned, pe e hini Fontenay. Un draen a oa koulskoude. Un tolead dirann e oa eus ar "Marzioù boutin" ha goulenn groñs a reas o dileuridi bezañ staget holl ouzh departamant Naoned. Ne voe ket selaouet o goulenn daoust ma'z eas 8 parrez da Naoned ha 6 da Fontenay. Souezhusoc'h c'hoazh, parrez Ruvelieg hag a oa eus tu Poatev, a erruas e departamant Naoned tra ma'n em gavas Sant-Andrev-Trizek-Hent ha Kervernarzh, hag a oa eus tu Breizh, e hini Fontenay[2].
Gwelet ivez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Jean Kerhervé, L’état breton aux 14e et 15e siècles, Maloine éditeur, 1987, levrenn I, p.99.
- ↑ De la Bretagne aux départements Skol Vreizh, 1989, p. 35.