Sant-Andrev-Trizek-Hent

kumun kozh Bro-C'hall
Ur pennad Sant-Andrev zo ivez.

Sant-Andrev-Trizek-Hent (Saint-André-Treize-Voies e galleg) a oa, betek 1789, ur barrez eus Marzioù tu kreñv da Vreizh, en eskopti Naoned, hag un drev eus Henwinieg. Daoust da se, pa oa bet savet an departamantoù, e oa bet staget, a-enep d'he youl, ouzh departamant ar Vande, ma oa Fontenay-le-Comte an hini e oa ar pennlec'h d'an ampoent, stummet diwar ul lodenn eus Poatev-Izel[2]. Kendeuzet e voe gant div gumun all d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez : Montréverd[3].

Sant-Andrev-Trizek-Hent
Peulvan La Petite Roche.
Peulvan La Petite Roche.
Anv gallek (ofisiel) Saint-André-Treize-Voies
Bro istorel Marzioù Breizh
Melestradurezh
Departamant Vande
Arondisamant La Roche-sur-Yon
Kanton Aizenay
Kod kumun 85197
Kod post 85260
Maer
Amzer gefridi
Damien Grasset
2014-2015
Etrekumuniezh Terres-de-Montaigu, communauté de communes Montaigu-Rocheservière
Poblañsouriezh
Poblañs 1 406 ann. (2014)[1]
Stankter 202 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46° 56′ 07″ Norzh
1° 24′ 39″ Kornôg
/ 46.9352777778, -1.41083333333
Uhelderioù bihanañ 33 m — brasañ 69 m
Gorread 18,96 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Andrev-Trizek-Hent

An anv

kemmañ

Dont a rafe an droienn "treize voies", a gaver en anv gallek, eus ur stumm rannyezhel eus "trois voies", dre ma oa diazezet ar barrez e kroashent « tri hent »[4]. E galleg e vez graet "Trévois" eus annezidi ar gumun, da lavaret eo "annezidi an drev" (treviz), dre ma oa Sant-Andrev un drev (ur rann) eus parrez Henwinieg a zo-hi chomet e Breizh[5].

  • 50 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 4,56% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
  • Mervel a reas un den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Andrev.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[8].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ