Kervernarzh

kumun Bro-C'hall

Kervernarzh[2] (La Bernardière e galleg) a zo ur gumun eus departamant ar Vendée, e kanton Montaigu. 1 701 den a oa o chom enni e 2011.
Betek 1789 e oa ur barrez eus Marzioù tu kreñv da Vreizh, hag eus eskopti Naoned.

Kervernarzh
Kervernarzh
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) La Bernardière
Bro istorel Marzioù Breizh
Melestradurezh
Departamant Vande
Arondisamant La Roche-sur-Yon
Kanton Montaigu
Kod kumun 85021
Kod post 85610
Maer
Amzer gefridi
Claude Durand
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté de communes Terres de Montaigu
Lec'hienn Web http://www.labernardiere.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 913 ann. (2022)[1]
Stankter 134 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 03′ 02″ Norzh
1° 15′ 53″ Kornôg
/ 47.0505555556, -1.26472222222
Uhelderioù bihanañ 33 m — brasañ 76 m
Gorread 14,30 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kervernarzh

Evel kalz anvioù-lec'hioù eo savet La Bernardière diwar un anv-den, amañ an anv gallek Bernard(Daveoù a vank): ur gumun all en departamant zo anvet Le Bernard. Gwechall e oa anvet La Bernardière-en-Forêts, met pell zo eo bet diskaret ar c'hoadoù diwezhañ. Krouet e oa bet an anv brezhonek Kervernarzh e 1997, savet diwar kêr ha Bernarzh, war a seblant. E poateveg e vez graet La Brnardére eus ar gumun[3].

Douaroniezh

kemmañ

E hanternoz departamant ar Vendée emañ. En-dro dezhi emañ ar c'humunioù-mañ:

Breizh pe Bro-C'hall?

kemmañ

Er XVvet kantved, e 1483, e oa bet klasket stagañ Kervernarzh dija ouzh Bro-C'hall, pe da vihanañ lakaat anezhi da vezañ er “Marzioù Boutin”. Gounit a reas an dug Frañsez II ar prosez erziwerzh[4]. Pa oa bet savet an departamantoù e oa bet staget, daoust d'he youl ha d'he c'hlemmoù niverus[5], ouzh departamant poatevat Fontenay. War a seblant e oa bet un eskemm etre Kervernarzh ha Ruvelieg (a oa a-orin e Marzioù tu kreñv da Boatev), evit eeunaat an harzoù[6].

  • Meur a waz eus ar gumun a gollas e vuhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv eus ar c’hanton, luc’hskeudenn[7],[8].
  • Mervel a reas 33 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 3,19% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[9].
  • Mervel a reas c’hwec’h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[10] .

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[11],[12].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Bodad an anvioù-lec'h, Glad Yezhel, Roll skoueriekaet kumunioù Breizh, Ofis ar Brezhoneg, eil embannadur, 2002 p. 24; Gwenole Bihannig, Douaroniezh Breizh, An Here, 1997, p.213; Geriadur brezhoneg An Here, "Roll kumunioù Breizh", 2001, p.1404; Blay-Foldex, Kartenn Breizh 1/250000vedenn, 2003.
  3. Jean-Loïc Le Quellec, Dictionnaire des noms de lieux de la Vendée, La Crèche, Geste Éditions, coll. « Geste Poche » (no 14), 2006, 3e éd. (1re éd. 1995), 443 p.
  4. Ogée, Dictionnaire historique et géographique de la Province de Bretagne, 1843, levrenn 1, p. 398.
  5. Louis Merle “Le partage des Marches communes de Bretagne et de Poitou”, Revue du Bas-Poitou, 1941, p. 303.
  6. Louis Merle “Le partage des Marches communes de Bretagne et de Poitou”, Revue du Bas-Poitou, 1941, p. 299
  7. Mémorial Genweb
  8. Memorial Genweb
  9. Memorial Genweb
  10. Memorial Genweb
  11. Memorial Genweb
  12. Memorial Genweb