Kelenneg-ar-Mewan
Kelenneg-ar-Mewan | ||
---|---|---|
![]() Ar vourc'h. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Aègerfoeylh | |
Anv gallek (ofisiel) | Aigrefeuille-sur-Maine | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Kelenneg-ar-Mewan (betek 2015) Klison (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 44002 | |
Kod post | 44510 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Guy Cornu 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Klison Sevr ha Mewan Tolpad | |
Bro velestradurel | Bro Gwiniegi Naoned | |
Lec'hienn web | www.aigrefeuillesurmaine.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 057 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 278 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 43 m bihanañ 2 m — brasañ 56 m | |
Gorread | 14,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Kelenneg-ar-Mewan[2] a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh, bet pennlec'h Kanton Kelenneg-ar-Mewan betek 2015 hag e Kanton Klison abaoe.
DouaroniezhAozañ
War lez ar stêr Mewan emañ ar gumun.
Kumunioù amezek : Kastell-Tepaod; Maezon-ar-Gwini; Sant-Leven-Klison; Ruvelieg; ar Plank; Monteverzh
An anvAozañ
* Marteville & Varin (1853) : "Ecclesia de Acrifolio"
* Albert Dauzat & Charles Rostaing (1963) : de Acrifolio, 1156; eus al latin Acrifolium : houx
* Jean-Yves Le Moing (1990) : "Acrifolio, 1156 Dauzat-Rostaing; Agrifolium, 1287 Auguste Longnon".
* Erwan Vallerie (1995) : "de Acrifolio, 1156; Agrifolium, 1287"
* Michel Froger & Michel Pressensé (1996) (evit an ardamez) : "Aigrefeuille, parrez e 1156, e denn e anv diouzh kelenn (acrifolium). An abad Trochu, evit piv skeudenn kelenn e oa re "pikaouek", e lakas en e blas deliennoù kerzhin".
* Éditions Flohic : "eus al latin acrifolium, kelenn pe kerzhin ..."
* Hervé Abalain : Parocchia de Acrifolio, 1156, diouzh (acrifolium), "houx".
* Jean-Yves Le Moing (2007) : "Al latin acrifolium "kelenn", en eus roet an anv (galleg) Aigrefeuille-sur-Maine".
Bet brezhonekaet Grefeilh da gentañ gant Teofil Jeusset[3], Egrefouilh diwezhatoc'h[4], doare bet adkemeret gant Geriadur istorel ar brezhoneg e 1962.
ArdamezAozañ
En glazur, e deir delienn kerzhin en aour, 2 ha 1; e c'hab en erminoù".
IstorAozañ
Hen-amzerAozañ
Keoded galian ar bPictoned (Poatev).
Kent 1790Aozañ
J.B Ogée : Aigrefeuille : war hent eus Naoned d'ar Roc'hell; 4 lev diouzh Naoned, e eskopti; 26 lev 1/2 diouzh Roazhon, ha diouzh 2 lev 1/4 diouzh Klison, e eil-dileuriadurezh. Tri barnezrezh meur ez eus, unan ouzh prezidial Naoned. Ar roue a zo aotrou al lodenn meur ar barrez
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Kelenneg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Kelenneg hag e Bann Klison. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Henwinieg ha, buan, da benn ar c'hanton, adanvet Kanton Kelenneg[5].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 49 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4% eus he foblañs e 1911[6].
XXIvet kantvedAozañ
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Klison pa voe diskaret Kanton Kelenneg-ar-Mewan e 2014[7].
BrezhonegAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Intron-Varia ar C'horroidigezh.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Ao. de Susannet, komandant, e 1815, an eil rann-arme ar Chouanted, bet gloazhet d'ar marv e-kerzh emgann Rocheservière.
GevelliñAozañ
Levrioù talvoudusAozañ
- J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
- A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Roll skoueriekaet kumunioù Breizh Ofis ar Brezhoneg.
- ↑ Sav niv.27, p.64.
- ↑ Al Liamm niv. 8, 1948, p. 57.
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kelenneg-ar-Mewan
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique