La Garnache
kumun c'hall
La Garnache | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Marzioù Breizh | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Vande | |
Arondisamant | Les Sables-d'Olonne | |
Kanton | Challans | |
Kod kumun | 85096 | |
Kod post | 85710 | |
Maer Amzer gefridi | François Petit 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du pays de Challans | |
Lec'hienn web | lagarnache.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 220 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 88 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 8 m — brasañ 52 m | |
Gorread | 59,49 km² | |
kemmañ ![]() |
La Garnache a zo ur gumun[2], bremañ e Vande.Ur gêr a 4 524 a annezidi enni eo (2011)
DouaroniezhAozañ
DezougenAozañ
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Savet e voe ar gumun e 1790. La Garnache a oa evit ul lodenn e Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, etre Naoned ha Nervouster. Evit un darn – evit an hanter pe war-dro – e oa e-barzh "Marzioù boutin Breizh ha Poatev" betek 1789, da lavaret eo kement e Breizh hag e Bro-C'hall. Ar vourc'h avat ne oa ket er Marzioù, ha setu perak, pa oa bet savet an departamantoù, e oa bet staget pep tra ouzh Bro-C'hall war an diazez “an iliz a gas ar maezioù d'he heul”. Lakaet e voe da benn Kanton La Garnache da gentañ hag e Bann Challans. Lakaet e voe kumun en Arondisamant Les Sables-d'Olonne bet krouet e 1800 hag e Kanton Challans pa voe diskaret Kanton La Garnache e 1801[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 158 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 4,50% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5] .
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
A bep seurtAozañ
- Alan IX Roc'han a oa aotrou La Garnache.
- Markiz an Estourbeillon, unan eus pennoù bras an Emsav kozh a oa eus e anv leun: Régis-Marie-Joseph de L'Estourbeillon de La Garnache.
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Cassini – EHESS
- ↑ (fr) Cassini - EHESS
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb