Patrick Mareschal
Patrick Mareschal zo ur politikour breizhat, bet prezidant Kuzul departamant Liger-Atlantel etre 2004 ha 2011.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Patrick |
Anv-familh | Mareschal |
Deiziad ganedigezh | 8 Mae 1939 |
Lec'h ganedigezh | Jonzac |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Karg | Q76428813 |
Bet war ar studi e | Institut d'études politiques de Paris, Skol-Veur Naoned |
Strollad politikel | Strollad sokialour |
Prizioù resevet | Urzh an Erminig |
Ganet eo bet e Jonzac (e departamant ar Charente-Maritime) d'an 8 a viz Mae 1939.
Stadegour en INSEE e oa.
Dilennet e oa bet da guzulier departamant kanton Naoned-11 e 1985 hag addilennet e 1992, 1998 ha 2004.
Unan eus eilmaered Alain Chénard, maer Naoned, eo bet etre 1977 ha 1983. Kentañ eilmaer Jean-Marc Ayrault eo bet eus 1989 betek 2001.
Bepred eo bet ali gant distro Liger-Atlantel da Vreizh. Unan eus krouerien ar gevredigezh B5 eo bet e 1973. Deuet eo B5 da vezañ CUAB (Comité pour l'unité administrative de la Bretagne - Komite evit unaniezh melestradurel Breizh) e 1981.
Resevet en deus kolier an Erminig d'an 19 a viz Gwengolo 2015 e Gwened.