Monako
Priñselezh Monako (galleg: Principauté de Monaco; monegaskeg: Principatu de Múnegu; okitaneg: Principat de Mónegue), ent-berr Monako pe Monaco[1] a zo ur vonarkiezh vonreizhel hag ur geoded-riez lec'hiet etre ar mor Kreizdouar ha Frañs (departamant an Alpes-Maritimes). Unan eus ar pemp mikroriez europat eo.
Principauté de Monaco Principatu de Múnegu Principat de Mónegue Priñselezh Monako | |||||
| |||||
Kan broadel: Inu Munegaschu | |||||
Kêr-benn | Monako | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Monte-Carlo | ||||
Yezh(où) ofisiel | Galleg | ||||
Gouarnamant | Monarkiezh vonreizhel | ||||
- Priñs | Albert II (Monako) | ||||
- Ministr Stad | Didier Guillaume | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 1.95 km² (231) | ||||
- Dour (%) | 0.0 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2020 | 38,350 () | ||||
- niveradeg 2000 | 555,347 | ||||
- Stankter | 32,020/km² (77) | ||||
PDK (PGP) | 2007 (istimadur) | ||||
- Hollad | $976 milion ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]]) | ||||
- Keidenn | $70,447.5343 (2/3) | ||||
FDD (direnk) | 2003 () (n\a) | ||||
Moneiz | Euro ([[ISO 4217|EUR]] )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .mc | ||||
Kod pellgomz | +377 |
An eil bro vihanañ er bed goude ar Vatikan hag an hini gant ar stankter poblañs brasañ er bed an hini eo. An hini gant ar muiañ a vilionerion (hag a boliserion) dre annezad eo ivez.
Douaroniezh
kemmañPriñselezh Monako a zo an eil riez dizalc'h bihanañ er bed goude ar Vatikan. War vord ar Mor Kreizdouarel eo lec'hiet, 18 km war-du ar reter eu Nice hag e-kichen harz Italia. War tri c'hostez eo kelc'hiet gant ar rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur e Frañs. Ur riblenn strizh e-harz an Alpoù. E lec'h uhelañ a zo "Le Rocher" (140 m).
Brudet eo ar briñselezh evit hec'h hinad. War-dro 8 °C eo an temperadur e-pad ar goañv ha war-dro 26 °C e-pad an hañv. Un draezhenn hir a ra tro douareier ar briñselezh. Eus kostez palez ar Priñs, avat, e kaver un tornaod serzh a bign 63 m a-us ar mor.
Melestradur
kemmañE pevar c'harter eo rannet Monako :
- Kêr-Vonako : ar gêr gozh lec'hiet war ur beg-douar roc'hellek, Roc'h Monako e anv.
- La Condamine : karter gwalarn a endalc'h ar porzh.
- Monte Carlu : ar c'harter-annez m'emañ ar c'hazino.
- Fontvieille : ur c'harter nevez savet war douaroù gounezet war ar mor
Karter eus La Condamine a zo rannet e :
- La Condamine end-eeun, m'emañ ar porzh
- Moneghetti
- Les Revoires, m'emañ al liorzh pellvro
- La Colle
Monte Carlu a zo rannet e :
- Monte Carlu, m'emañ ar c'hazino
- Larvotto, m'emañ an draezhenn
- Saint Roman
- Saint Michel
Istor
kemmañ- Gwelout Istor Monako.
Tennañ a ra Monako hec'h anv eus ar gresianeg. Trevadennerien c'hresian Marselha a zalc'he un darn vras eus an aod er VIvet kantved kent Jezuz-Krist a oa anvet Monoikos (gresianeg Μόνοικος) gant al Liguriz, ar pezh a dalvez "an ti nemetañ". Hervez ur vojenn gozh e tremenas Herakles dre rannvro Monako hag un azeuldi a voe savet ennañ evitañ : azeuldi Herakles Monoikos.
Didu e oa ar vro betek ma voe roet da Genova gant an impalaer Henry VI e 1191. Ar republik a savas ur c'hreñvlec'h enni e 1228. E 1297 e voe kemeret gant François Grimaldi a renas e ziskennidi ar vro betek 1731 pa dremenas an tron da Jacques de Goyon-Matignon a-drugarez d'e eured gant hêrez ar priñs diwezhañ. Adkemer a reas an anv Grimaldi.
Staget e voe ar briñselezh ouzh Frañs e 1793 met adsavet e voe gant Kendalc'h Vienna e 1815. Dindan warezveli Sardigna e voe betek feur-skrid Torino pa berc'hennas Frañs Kontelezh Niça. Koll a reas Monako neuze Roquebrune ha Menton (95% ar vro) a oa en em savet a-enep ar priñs hag a voe staget ouzh Frañs.
E 1911 ez eas ar vro d'ur vonarkiezh vonreizhel hag e 1918 e sinas ar vro ur stagadenn da Feur-skrid Versailhez hag a lakaas anezhi e gwarez Frañs. Rainier III a yeas da briñs goude marv e dad-kozh Loeiz III e 1949. Ur vonreizh nevez a roas d'ar vro e 1962, dilemel a reas ar c'hastiz a varv ha grataat a reas d'ar merc'hed ar gwir da votiñ. Krouiñ ar reas ul lez-varn veur da wareziñ ar gwirioù diazez. Ezel d'ar Broadoù Unanet eo Monako abaoe 1993.
E 2002 e sinas ar briñselezh ur feur-skrid-gwarez nevez gant Frañs. Gwarantiñ a ra e chomo Monako ur riez frank zoken ma n'eus hêr ebet gant ar priñs. He difenn a zo e karg Frañs c'hoazh avat.
E 2005 e varvas Rainier III. E vab Albert II a voe kurunet d'ar 12 ar viz Gouere 2005.
Politikerezh
kemmañManoaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel adalek 1911. Penn ar stad eo ar priñs. Skour-oberiañ a zo kenaozet eus ur ministr-stad anvet choazet gant ar priñs war ul listenn savet gant ar stad-gall. Ur c'hodedour gall a zle bezañ. Hervez bonreizh 1962 e rann ar priñs gant ur C'huzul broadel a 24 izel dilennet evit pemp bloaz.
An aferoù lec'hiel a zo graet war-o-zro gant ur c'huzul-kêr, ur maer en e benn.
E gannader kentañ a zegemeras Monako da 16 ar viz c'hwevrer 2006, eus Frañs.
Armerzh
kemmañAn andon bennañ a leve eus Monako a zo an douristelezh. Liesekaet he-deus ar briñselezh e oberiantizoù dre herberc'han greanterzhioù evel ar viotermerezh pe an tretoù.
Ur "baradoz fiskel" e vez kavet alies hag un dan vras eus hec'h annezidi a zo milionerien a vroioù arall. Tailhoù war al leve ebet ez eus hag ar stad a vir ur monopol e tachennoù niverus evel ar post pe ar butun. Ar rouedad-pellgomz a berc'henne ar stad ivez met 49% eus ar gevredigezh-stad gozh, Monaco Telecom a oa bet gwerzhet da Cable and Wireless, 6% d'ar Compagnie Monégasque de Banque. Ur monopol eo c'hoazh, avat, ha 45% eus ar c'helodennoù a vir ar stad. Al lveve buhez a zo uhel, heñvel a-walc'h ouzh ar pezh a gaver e kornioù-bro pinvikikañ Frañs. N'int ket tout an annezidi pinvidik, avat, ha leve ar geodedourien vonegask a zo tost a-walc'h ouzh hini ar c'halloued. Lojeizoù ispsisial a vir ar stad evito d'aotren dezho da chom e-barzh ar vro.
Diouer a dailhoù war al leve en-deus hoalet kalz "repuidi fiskel" eus ar broioù europeat arall. Gounid a ra darn vrasañ o arc'hant er-maez ar briñselezh. Ar re vrudetañ a zo aktourien pe vleinierien Formulenn 1 met ur vinorelezh ez int. Darn vrasañ annezidi Monako a zo tud-kefridioù.
E 2000, un dezrevel gant ar gannidi Arnaud de Montebourg ha Vincent Peillon a dammallas ar briñselezh da gannañ arc'hant lous. Hervezo e waskfe ar gouarnamant ar justis da wareziñ oberiourien torfedoù finansel. E respond e c'houlennas Monako enklaskoù digant an AKDE hag ar Financial Action Task Force on Money Laundering. Diskouez a reas an enklaskoù-se e oa diwir tamalladennoù an daou gannad gall.
N'eo ket Monako un darn eus an Unvaniezh Europat e-barzh un unvaniezh-zouan gant Frañs emañ ha an hevelep moneiz eo. Kent 2002 e kogne ar briñselezh un moneiz : ar franc monegasque. E 2002 e tremenas d'an Euro met mirout a reas ar gwir da kognañ pezhioù gant arouez Monako warno.
Deskadur
kemmañDek skol-stad ez eus e Monako, seizh skol an derez kentañ en o zouez, ur skolaj, ul lise jeneral ha teknik hag ul lise-otel. Div skol brevez skoazellet gant ar stad a zo ivez (an Institution François d'Assise Nicolas Barré hag an École des Sœurs Dominicaines) hag ur skol etrevroadel (International School of Monako).
Ur skol-veur a zo, an International University of Monaco.
Demografiezh
kemmañUr vinorelezh en o bro eo ar Vonegasked. Gallaoued eo an darn vrasañ eus an annezidi (47%) tra ma'z eo ar Vonegasked hag an Italianeg 16%. Ar 21% a chom a stroll 125 broadelezhioù arall.
Ar galleg eo ar yezh ofisiel nemeti met italianeg ha saozneg a vez komzet gant un lod bras eus ar boblañs. Komz a reer ivez okitaneg ha monegaskeg, un diskennad eus ar jenoeg a zesker dre ret e-barzh an holl skolioù eus ar briñselezh.
Relijion
kemmañAr relijion gatolik eo ar relijion-stad met frankizioù ar feizioù arall a zo gwarantet gant ar vonreizh.
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, p. 1430.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù