An Angoumois (distaget [ɑ̃ɡumwa] e galleg; e poateveg-santoñjeg: Engoumaes; en okitaneg: Engolmés), ar pezh a dalvez "Bro Angoulême", a zo ur proviñs e kornaoueg Bro-C'hall. Ul lodennig a zo e Bro-Okitania.

Lec'hiañ an Angoumois er Frañs a-vremañ.
Skoed-ardamez an Angoumois.


Eus ar proviñs d'an departamantoù kemmañ

An darn vrasañ a zo aet d'ober departamant ar Charente. Tammoù a zo en Haute-Vienne, en Dordogne hag en Deux-Sèvres.

 
An Angoumois rannet etre an departamantoù.