Sened gall
Ar Sened a zo unan eus div gambr-lezenniñ Bro-C'hall, gant ar Vodadenn Vroadel. Emañ ar galloud lezenniñ en e zalc'h war un dro gant ar Vodadenn Vroadel. Hervez mellad 24 bonreizh ar Pempvet Republik ez eo dileuriad ar strollegezhioù lec'hel hag ar C'hallaoued a ra o annez en estrenvro.
Kemmet eo bet meur a wezh an doare da zilenn ar senedourien, met, abaoe 2003, e vez dilennet ar senedourien dre vouezhiadeg hollek dieeun. Da lâret eo n'eo ket dilennet ar senedourien war-eeun gant ar bobl. Dilennet e vezont gant 150 000 dilenner meur. Aozet e vez an dilennadegoù bep tri bloaz. Betek 2011 e veze choazet un drederenn eus ar sezoù met bremañ e vez cheñchet an hanter anezhe bewezh[1].
Dilennidi ar sened
kemmañNiver hag orin an dilennidi
kemmañAnvet ivez kambr uhel, ar sened a yae 331 senedour dilennet d'ober anezhañ. Kemmet eo bet ungaladur sezoù ar senedourien e pep departamant evit klotañ gwelloc'h gant emdroadur poblañs ar C'hwec'hkorneg. Tremenet eo niver ar senedourien da 343 e 2008 ha da 348 e 2011.
Orin | Sezoù | ||
---|---|---|---|
2004 | 2008 | 2011 | |
Departamantoù ar vetropolenn hag eus an tiriadoù tramor[2] | 313 | 322 | 326 |
Kaledonia-Nevez | 1 | 1 | 2 |
Polinezia | 1 | 2 | 2 |
Mayotte | 2 | 2 | 2 |
Sant-Bartalami[3] | 1 | 1 | |
Sant-Martin[3] | 1 | 1 | |
Sant-Pêr-ha-Mikelon | 1 | 1 | 1 |
Wallis-ha-Futuna | 1 | 1 | 1 |
Gallaoued o vevañ en estrenvro[4] | 12 | 12 | 12 |
Hollad | 331 | 343 | 348 |
Piv ’zo er bodadegoù dilenn?
kemmañDilennet e vez ar senedourien gant an dilennerien veur, bodet e pep departamant en ur vodadeg dilenn a gaver enni :
- Dileuridi eus ar kuzulioù kêr. Mont a reont d'ober 95 % eus ar bodadegoù dilenn.
- An holl guzulierien departamant, an holl guzulierien rannvro hag ar gannaded. Mont a reont d'ober 5 % eus ar bodadegoù dilenn.
Dilennidi an dilennidi eo ar senedourien eta, rak dilennet e vezont dre vouezhiadeg hollek dieeun, da lâret eo gant an dilennerien veur, bet dilennet o-unan dre vouezhiadeg eeun. Er vodadeg dilenn ez eus war-dro 150 000 a dud, en o zouez :
- 577 kannad
- 1 870 kuzulier rannvro ;
- 4 000 kuzulier departamant ;
- 142 000 dileuriad eus ar c'huzulioù-kêr.
Doare da zilenn ar senedourien
kemmañArc'hant
kemmañUr perc'henn bras eo ar Sened gall, hag ur chadenn skinwel (gallek evel-just) zo dezhañ.
Meur a enklask-polis zo bet diwar-benn aferioù arc'hant ha prezidant ar Sened Christian Poncelet.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ An doare da zilenn ar senedourien c'hall, Sened gall, 21 a viz C'hwevrer 2008
- ↑ Ur senedour zo d'an nebeutañ e pep departamant
- ↑ 3,0 ha3,1 strollegezh tramor en deus ur senedour adalek 2008
- ↑ Dilennet gant Bodadeg ar C'hallaoued en estrenvro