CBIL
CBIL pe Coordination Bretagne Indépendante et Libertaire, Kenurzh Breizh Dizalc'h ha Diveliel e brezhoneg, a oa un emsav politikel anarkour dizalc'hour breizhek. Ganet eo e 2001, ha lies a strolladoù a oa a-barzh : Huch! e Roazhon, Treger Disuj e Bro Dreger, Ti an Dispac'h e Bro Pondi / Pourlet, Kailh Du e Bro An Oriant. Embann a rae ar CBIL ur gazetenn drimiziek : Le Huchoèr (Ar C'horn-Huchal e gallaoueg). Aoziñ a rae ar CBIL an Devezhioù Breizh Dieub bep blez, get strolladoù ha kevredigezhioù politikel ha sevenadurel arall. Aet eo da get e 2007.
Levezonoù Istoeriel
kemmañOrin
kemmañAr c'henurzh-mañ a zo bet savet evit liammiñ ar stourm anarkour hag ar stourm evit an dieubidigezh politikel ha sevenadurel e Breizh. Dre ur gazetenn, Le Huchoèr, ha dre gabalerezhioù afichiñ a bep seurt, é kemer pezh er stourm sokial (enep ar lezennoù Sarkozy, pe ar G8, h.a.), é aoziñ sonadegoù ha divizoù pe dre ar stourm yezhoniel.
Klask a ra ar CBIL sevel ur gevredigezh e-menn e vehe an demokratelezh eeun, an emveradur, ingaladur reizh an traoù, gwir ar pobloù kaout en o c'herzh o yezhoù hag o sevenadurioù... Stourm a ra ivez enep an toull-bac'h dre vras, hag evit dieubidigezh ar brizonidi bolitikel.
Le Huchoèr
kemmañEmbann a ra ar CBIL ur gazetenn drimiziek a-c'houde 2001 (a-raok krouadeg ar CBIL e veze embannet get Huch!, strollad ar c'henurzh e Roazhon) : Le Huchoèr (Ar C'horn-Huchal e gallaoueg). Ar pennadoù-skrid a vez skrivet e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg. Komzet e vez enno a-ziàr an neventi hag an danvez dre vras dre wel an anarkouriezh dizalc'houriezh.