Charlotta Beata Eckerman (1759- Stockholm 1790) a oa ur c'hoariganerez svedat, a oa bet, etre 1779 ha 1781, serc'h da vreur roue Sveden, Dug Södermanland, a voe roue goude adalek 1809, hag anvet Karl XIII neuze. Kourtizanez ha spierez e voe ivez, ha mervel a reas da 31 bloaz.

Poltred Charlotte Eckerman gant Adolf Ulrik Wertmüller, e 1784. Krediñ a reer e voe urzhiet an daolenn gant Gustaf Mauritz Armfelt, a oa serc'heg dezhi en amzer-se.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa Charlotte Eckerman da Bengt Edvard Eckerman, kabiten urrejimantwar varc'h, ar Royal Scanian Husars, ha d'ar skrivagnerez Catharina Ahlgren. He zad a oa kenderv da Carl Fredrik Ekerman, hag he mamm a oa bet, d'ur c'houlz, dimezell kambr ar rouanez Lovisa Ulrika.

Chom a reas gant he zad goude torr-dimeziñ he zud met emzivadez eseblante bezañ. Daou vreur hag ur c'hoar he doa, ha lezvreudeur ha lezc'hoarezed pa addimezas he zad hag he mamm. He c'hoar Julie Eckerman (1765–1801) a oa kourtezanez ha serc'h d'ar c'hont Carl Sparre, gouarnour Stockholm. Pemzek vloaz e oa Charlotta Eckerman en 1774 pa voe kemeret da ganerez e C'hoarigan Roueel Sveden en Bollhuset en Stockholm. Ne voe ket kavet ampart a-walc'h da vont da gorollerez ha lakaet e voe da ganañ el laz. Gwan e oa he mouezh met koant e veze kavet ha buhezek[1]. Ar roue Gustav III a gavas e oa donezonet evit ar c'hoariva ha gourc'hemenn a reas ouzh Maria Aurora Uggla, dimezell gant ar rouanez hag aktourez brudet e c'hoarva al lez, kelenn Charlotta yaouank abalamour dezhi da c'hoari evel Mechtild er c'hoarigan Birger jarl, gant Gyllenborg hag Adlerbeth, pa oa bet nac'het c'hoari gant Elisabeth Olin .[1]. Berzh a reas Charlotte Eckerman en Mechtild e C'hoarigandi Roueel Stockholm, hir e voe ar stlakadeg daouarn, ar priñs Karl a huchas: "Miss Uggla! Miss Uggla!", ha stlakadeg a voe ivez da Maria Aurora Uggla he devoa kelennet ar ganerez yaouank, ha goude d'an oberour Gyllenborg[1] .

Eckerman a voe kemeret evel kanerez er c'hoarigandi e 1776, ma chomas betek 1781, ha berzh a rae "evel aktourez koulz hag evel kanerez "[1]

Charlotte Eckerman a veze erbedet, evel Ulrica Rosenlund, abalamour d'he donezonoù ken evel kanerez ken evel aktourez, hag e-touez tud a vicher ar c'hentañ c'hoarigan broadel e oa, rak eno e veze c'hoariet pezhioù komzet a-raok digoradur ar c'hoariva roueel en 1788.

Serc'h da vreur ar roue

kemmañ

Kourtizanez e voe Charlotta Eckerman adalek 1774. E 1779 e voe serc'h ofisiel da vreur ar roue, an dug Karl, a oa da vezañ roue diwezhatoc'h evel Karl XIII[1] Hervez ar vrud eo war ali e vreur all, ar priñs Fredrik Adolf Sveden, e voe kemeret Charlotta Eckerman da serc'h gant an dug Karl, rak sevenoc'h e vije ouzh e wreg evit an hini en devoa dibabet da gentañ, ar gontez Maria Sophia Rosenstierna a oa dimezell gant e wreg, an dugezHedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp,[1]. Chaok avat a voe abalamour d'an darempred-se, truezet e veze ar paourkaezh dugez abalamour da emzalc'h he fried Karl[1], rak hi a oa karet gant ar bobl.

An Dug Karl a glaskas levezoniñ e vreur henañ, ar roue Gustav III, hag ober dezhañ kemer ur serc'h ofisiel, ha Charlotta an hini a ginnigas dibab an avanturourez c'hall Madame Monzouve (pe de Monzouvre), met ne voe degemeret mat ar c'hinnig[1]

En 1781 e kavas Karl e oa gwell terriñ an darempred-se ; hervez ar vrud e oa abalamour ma oa chaok bras diwar e benn, met e gwirionez e oa peogwir e kave gwelloc'h Karl bezañ distag goude bezañ bet ambrouget war hent ar frañmasonerezh.[1]

En 1781 e savas bec'h etrezi hag ar roue Gustav III. Charlotta Eckerman ne blije ket d'ar roue peogwir ne gane ket meuleudi dezhañ [1] Pa dorras he darempred gant breur ar roue n'he devoa skoazeller ebet ken hag ar roue n'en doe ket poan ouzh he skarzhañ eus ar C'hoarigandi hag eus Drottningholm[1].

Ouzhpenn-se e c'hourc'hemennas ouzh ar Baron Carl Sparre, gouarnour kêr Stockholm herzel ha bac'hañ anezhi[1]. Evel abeg e lavaras he devoa ganet ur bugel ha lazhet anezhañ e kuzh, hag he devoa kemeret perzh e sevel brudoù diwar-benn bastardiezh ar priñs pennhêr[1].

Chaok a oa en amzer-se diwar-benn piv e oa tad ar priñs pennhêr. Hervez ar vud e vije bet ar c'hont Adolf Fredrik Munck af Fulkila, war urzh ar roue. Ha mamm ar roue, Lovisa Ulrika ne oa ket an hini diwezhañ o kas ar vrud en-dro. Gwashoc'h ez eas an teodoù en-dro pa voe gouvezet e oa bet roet profoù d'ar c'hont Munck gant ar roue hagar rouanez. by the king and the queen.

Sparre, a oa serc'heg Julie Eckerman, c'hoar Charlotte, a wele a-walc'h en doa kemeret ar roue kaz ouzh Charlotte Eckerman. Enklask a reas, ha ne gavas prouenn ebet eus a gonte ar roue diwar-benn ur bugellazh.[1]. Charlotte Eckerman a nac'has bezañ kiriek d'ar brudoù diwar-benn bastardiezh ar priñs-pennhêr, ha diskleriañ a reas e oa floc'h ar roue, Georg Johan De Besche, an hini a oa kablus[1]. De Besche en devije lavaret en doa bet Munck ur prof ken kaer digant ar rouanez ma talveze ganedigezh ur pennhêr[1]

Sparre eta a nac'has herzel Charlotta, o lavarout e oa kontrol da lezenn Sveden gwelout ur roue o c'hourdrouz frankiz ur geodedourez hep barn ul lez bennak.

Dibenn he buhez

kemmañ

Charlotte Eckerman a vevas goude en Pariz en Bro-C'hall. Eno e oa kourtizanez, hag anvet Madame Ahlgren. En 1784 e voe aozet, gant Gustaf Mauritz Armfelt, un emwel etrezi ha Gustav III pa deuas roue Sveden da Vro-C'hall, ma voe graet ar peoc'h etrezo ha ma voe aotreet Charlotta da zistreiñ da Sveden[2] Goude tremen un toullad bloavezhioù en Italia, e tistroas da Sveden en 1786. Neuze e krogas he buhez nevez evel spiourez. Ur gopr a veze roet dezhi a-berzh ar stad gant ar pennadurezhioù evit spiañ ar gannaded estren e Stockholm Da vare he marv e oa serc'h da gannad an Izelvroioù e Sveden, ar baron van der Bork[1]

Mervel a reas e-pad ma oa ar skiantour Anders Sparrman ouzh he magnetizañ[1]

Notennoù

kemmañ
  1. 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 1,11 1,12 1,13 1,14 1,15 1,16 ha1,17 Carl Forsstrand (sv): Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm. ( Sophie Hagman hag he c'hempredidi. Notennoù eus Stockholm e-pad an oadvezh gustavian") Eil embannadur. Wahlström & Widstrand, Stockholm (1911)
  2. Carl Forsstrand (sv): Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm. ( Sophie Hagman hag he c'hempredidi. Notennoù eus Stockholm e-pad an oadvezh gustavian") Eil embannadur. Wahlström & Widstrand, Stockholm (1911) )