Gustaf Mauritz Armfelt

Gustaf Mauritz Armfelt, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1757 en Tarvasjoki, en Finland, ha marvet en 1814, en Tsarskoye Selo, en Rusia, a oa ur c'hont finlandat, ofiser ha diplomat svedat, hag a labouras evit roue Sveden da gentañ, evit impalaer Rusia goude. Gwellañ mignon ar roue Gustav III e oa d'ur mare, ha servij a reas ivez dindan e vab Gustav IV Adolf. Jeneral e voe goude en arme Rusia, etre 1812 ha 1814, ha kuzulier an tsar Aleksandr Iañ, hag eñ an hini a alias mestr Rusia da grouiñ Dugelezh-veur Finland hag a deuas da vezañ emren. En Finland enta eo brudet evel unan eus politikourien veur ar vro, hag e Sveden evel treitour.

Gustaf Mauritz Armfelt
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSveden, Impalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv-bihanGustaf Kemmañ
Anv-familhArmfelt Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Meu 1757 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMarttila Kemmañ
Deiziad ar marv19 Eos 1814 Kemmañ
Lec'h ar marvTsarskoye Selo Kemmañ
Abeg ar marvcardiovascular disease Kemmañ
Lec'h douaridigezhTurku Kemmañ
TadMagnus Wilhelm Armfelt Kemmañ
MammMaria Catharina Wennerstedt Kemmañ
PriedHedvig Ulrika De la Gardie Kemmañ
KarCarl Gustaf Armfeldt, Gustaf Armfelt Kemmañ
Yezh vammsvedeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsvedeg Kemmañ
Kondaonet evittreason Kemmañ
Micherdiplomat, milour, politiker Kemmañ
ImplijerGustavianska operan Kemmañ
Bet war ar studi eRoyal Academy of Turku Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral Kemmañ
BrezelDano-Swedish War of 1808-1809, Brezel etre Sveden ha Rusia, Franco-Swedish War, Finnish War Kemmañ
Ezel eusSwedish Academy, Royal Swedish Academy of Music, Swedish Academy Kemmañ
Darvoud-alc'hwezpardon Kemmañ
Gustaf Mauritz Armfelt

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa Gustaf Mauritz Armfelt e Tarvasjoki, e Finland wirion. Noblañsoù e oa e dud ; gourvab e oa da Carl Gustaf Armfeldt a oa bet jeneral en arme Sveden dindan ar roue Karl XII.
Mont a reas da asagn gant ar warded en 1774, met sachañ a reas konnar ar roue Gustav III war e gein abalamour d'e emzalc'h, troet ma oa d'en em gannañ gant ar c'hleze. Gwelloc'h e kavas pellaat diouzh al lez, ha mont d'an estrenvro.

E 1780 en em gavas gant roue Sveden e Spa. Dre ma oa plijus e zoare, hegarat ha speredek, e tommas ar roue outañ. Da gentañ e voe roet dezhañ ur garg nevez, evel mestr ar plijadurioù el lez. Met buan e voe roet kargoù all siriusoc'h dezhañ.

En 1783 e kemeras perzh en divizoù gant impalaerez Rusia, Katelin II. Goude, e-kerzh ar Brezel etre Sveden ha Rusia er bloavezhioù 1788-1790, e tiskouezas bezañ ur c'huzulier a fiziañs d'ar roue, hag en Rusia e teuas da gaout brud vat abalamour d'ar perzh a gemeras da gas da benn feuremglev Varala a lakae fin d'an tabut etre Rusia ha Sveden. Se zo kaoz e voe roet dezhañ medalinier Urzh Sant-Aleksandr-Nevski ha hini Urzh Sant-Andrev gant an impalaerez.

En 1788 e voe aloubet Sveden a-daol-trumm gant arme Danmark, ma edo kêr Göteborg en arvar. Gant aotre ar roue e savas Armfelt un arme en Dalecarlia hag a voe kaset gantañ d'an trec'h. Pan edo noblañs Sveden o yenaat ouzh he roue Gustav III e chome Gustaf Mauritz Armfelt feal dezhañ .

Diplomat

kemmañ
 
Magdalena Rudenschöld (1766-1823)

P'edo Gustav III war e dremenvan e fizias e vab yaouank en Armfelt hag e anvas e vignon da ezel eus kuzul ar roue ha da benngouarnour kêr Stockholm. Met an noblañsed a oa troet a-enep ar roue Gustav a lakaas an dug ha rejant Karl XIII da gas Armfelt da gannadour da Rouantelezh an Div Sikilia (1792-1794), kement ha kaout an dizober anezhañ. Pa voe eno e kenskrivas Armfelt gant Katelin II, impalaerez Rusia, hag ec'h aozas un irienn da gemmañ pennoù gouarnamant Sveden, ha lakaat mignoned Gustav e-lec'h mignoned e vreur Karl e penn ar vro. Kavet e voe petra e oa o steuiñ gant spierien ar rejant Karl. Dont a reas tud Karl d'e herzel da Naplez, hogen gallout a reas tec'hel, gant skoazell ar rouanez saoz Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel.
Gwelloc'h e kavas mont da glask repu da Rusia, gant ar soñj da gavout fret en arme rus, met kraouiet e voe e Kalouga, en Rusia, etre 1794 ha 1797. E-keit-se, e Sveden, e voe kemeret e vadoù digantañ, ha kondaonet e voe d'ar marv evel treitour meur. Tamallet e voe e serc'h Magdalena Rudenschöld, ha skourjezet e voe an itron el leurgêr Riddarhus dirak an holl, abalamour, a lavarer, da gasoni ar rejantez.

Kondaonet e voe ar gontez Rudenschöld d'ar marv da gentañ, da vezañ bac'het betek fin he buhez goude, ha dieubet a-benn daou vloaz. Evit Gustaf Mauritz Armfelt a reas e annez, goude bet dieubet, e Dresden ha goude e Berlin, ma vevas etre 1797 ha 1799, hag ac'haleno ez eas da Silezia, Bohemia ha Kourland, ma chomas etre 1799 ha 1802. E-kerzh e harlu e Kourland edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland.

Ofiser en arme

kemmañ
 
Gustaf Mauritz Armfelt 1809

Gustav IV Adolf a oa deuet en oad da vout roue ar vro ha pediñ a reas Armfelt da zistreiñ da Sveden. Diskarget e voe eus an tamalloù a dubarderezh ha kaset da gannadour da Aostria. Distreiñ a eure en 1807, hag anvet e voe da bennkomandant war an harzoù gant Norge ha perzh a gemeras er brezel etre an div vro met ne c'hallas ket ober kalz a dra abalamour da emzalc'h pennoù an arme.

O servij an tsar

kemmañ

Skarzhet e voe eus Sveden d'an 1 a viz Ebrel 1811. Er bloavezh-se e teuas Gustaf Mauritz Armfelt da vezañ sujet d'an Impalaeriezh rus ha d'an 10 a viz Meurzh 1812 hag e krogas gant e resped evel ofiser en arme an tsar evel jeneral ur rejimant war-droad hag ur sez en doa er C'huzul-stad. E Mezheven 1812 ez eas Armfelt gant Aleksandr Iañ Rusia da gamp Drisski ma voe dalc'het e guzul-arme gant an impalaer

 
Ar c'hont Aleksandr Armfelt (1795-1876), ur mab da Gustaf Mauritz Armfelt


Finland emren

kemmañ

Perzh bras a gemeras Gustaf Mauritz Armfelt e savidigezh dugelezh-veur Finland evel stad emren. Etre 1791 ha 1792 e oa bet kanseller Akademiezh Turku, kentañ skol-veur Finland. Etre 1812 ha 1814 e voe adarre kanseller Akademiezh impalaerel Turku.

Gouarnour jeneral Finland e voe en 1812-1813.

Pried ha bugale

kemmañ

Dimezet e oa d'ar gontez Hedvig Ulrika De la Gardie (1761-1832), e miz Eost 1785. Honnezh a oa merc'h d'ar c'hont Carl Julius De la Gardie ha d'e bried, ar gontez Magdalena Christina Stenbock.
Eizh bugel o doe :

  • Maria Magdalena Catharina Augusta Armfelt : (1786-1845), kontez;
  • Gustaf Fredrik Armfelt : (1788-1789);
  • Carl Armfelt : (1788);
  • Magnus Armfelt : (1788);
  • Gustaf Magnus Armfelt : (1792-1856), kont, letanant-jeneral, enseller an armeoù finlandat;
  • Alexander Armfelt : (1794-1876), kont, kabiten, ha diplomat rus;[1].
  • Constantin Armfelt : (1796-1797);
  • Carl Wilhelm Magnus Armfelt : (1797-1878)

Kalz a vugale all avat en doe Gustaf Mauritz Armfelt digant un toullad priedoù-kleiz.
An hini vrudetañ eo Magdalena Rudenschöld (1766-1823), a zarempredas etre 1785 ha 1793.
Unan all e oa an Dimezell L'Éclair, un aktourez c'hall hag a roas ur mab dezhañ, Maurice L'Éclair (1780-1841), hag a voe noplaet en 1816 hag a zo anavezet ivez evel Mauritz Clairfelt, jeneral svedat.
Pa voe harluet Armfelt en Kourland (1799-1802), edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland, ha div verc'h en doe gant merc'h an dug, Catharina Fredrika Wilhelmina Benigne, priñsez Kourland, dugez Sagan, pe Wilhelmine von Sagan (1781-1839), hag a zeuas da vout dugez Rohan-Guéménée, priñsez Troubetskoï, kontez von der Schulenburg-Vitzenburg; gantañ he doe:

  • Gustava Charlotta Wilhelmina Armfelt (1798-1863), anavezet ivez evel Mina, a oa bet lakaet merc'h d'e genderv Fredrik Armfelt;
  • Adelaide Gustava Aspasia Armfelt (1801-1881), anavezet ivez evel Vava, a voe adverc'het gant an tiegezh Armfelt e 1812.

Brud hiziv

kemmañ

Göran Magnus Sprengtporten ha Gustaf Mauritz Armfelt eo tadoù dizalc'hted Finland hervez ar sell a hiziv, hogen dianav ha kevrinus e chom en istor Sveden, abalamour da zaou dra : e vignoniezh ouzh ar roue Gustav hag e emglev gant Rusia, ma'z eo bet lakaet da dreitour. N'halle ket Sveden gouzañv koll Finland en amzer-se, ur broviñs eus ar rouantelezh abaoe 600 vloaz, seul washoc'h ma'z eas neuze gant Rusia, ha se zo kaoz ma voe kondaonet Armfelt d'ar marv. E Finland eo un den meur.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Goran Astrand : Ici se trouve le célèbre Suédois page 17. 1999

Pennadoù kar

kemmañ