Brezel etre Sveden ha Rusia (1788-1790)
Brezel a voe etre etre Sveden ha Rusia adalek miz Mezheven 1788 betek miz Eost 1790. Gustav III an hini a oa o ren e Sveden ha Katelin II e Rusia. Kroget e voe ar brezel gant Gustav III evit unvaniñ an dud en-dro dezhañ d'ur mare ma veze an noblañs hag ar Riksdag oc'h enebiñ outañ. Soñjal a rae e rankje evel-se e enebourien diabarzh reiñ harp dezhañ. Hogen, pegen kresket bennak e oa galloud ar roue goude e daol-stad e 1772 ne c'halle ket kregiñ gant ar brezel ken eeun ha tra.
Brezel etre Sveden ha Rusia (1788-1790) | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Sveden | Impalaeriezh Rusia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Gustav III | Katelin II |