Kêr-benn proviñs Hubei eo Wuhan (sineg eeunaet 武汉, pinyin Wǔhàn Selaou ), e Republik Pobl Sina. Eil brasañ kêr kreiz ar vro eo goude Chongqing. Poblet eo gant ouzhpenn 11 milion a dud, 8,9 milion diabarzh kêr (e 2018).

Wuhan

Emsavadeg Wuhan e 1911 a zegasas d'e heul diskar Tierniezh Qing ha diazezadur Republik Sina.

Un hin istrovanel gleb he deus. Puilh eo ar glav en nevez-amzer hag en hañv en abeg d'an monson. Tomm ha gleb a vez an hañvoù, klouar hag a-wechoù yen ar goañvoù.

Ur c'hroashent-treuzdougen eo Wuhan (hentoù, gourhentoù hag hentoù-houarn). Er bloavezhioù 2000 e oa savet linennoù metro, un aerborzh nevez (24 milion treizhad e 2018) hag un ti-gar a c'hall degemer an trenoù tizh bras evit mont da Wangzhou, Hong Kong ha Beijing e 4 eur. War ribl ar stêr Yangtze emañ. 47 milion tonenn fred hag ur milion kontenerioù a dremen en he forzh. Stankell an Teir C'hanienn n'emañ ket pell, brasañ kreizenn dredan ar bed eo e galloudezh nominal.

E miz Genver 2020 e oa lakaet ar gêr en dispell abalamour da kleñved-red an Novel coronavirus 2019 diwanet eno.

Tud brudet ganet e Wuhan

kemmañ
  • Edward Leung (ganet e 1991) stourmer dizalc'hour
  • Li Na (ganet e 1982) c'hoarierez tennis a live etrebroadel

Gevelliñ

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.