Dispak e vez ar grubuilh pa ne vez ket peurwisket ar bruched. Peurvuiañ e komzer neuze eus dilhad ar merc'hed a lez dizolo ul lodenn eus o bruched, etre o gouzoug ha krec'h o divvronn, pe izeloc'h. Kement-se a vez graet dre wiskañ dilhad troc'het diouzh se. Darn ne wiskont ket diaraog ar bruched, darn all a zispak divskoaz, divvrec'h ha divvronn, dre ar c'hostez.

Krubuilh dispak, ant e-kreiz
Lennerez hebreek
Saeoù er bloavezhioù 1860 ha damzispak ar c'hrubuilhoù
Krubuilh dispak da vrudañ dilhad-dindan en Alamagn e deroù an XXvet kantved
Krubuilh dispak, faout e-kreiz
Dispak-frank

Peurvuiañ e vez dispak ar bruchedoù merc'hed evit sachañ selloù ar baotred, pe re ar merc'hed, goude ma vez lavaret a-wechoù n'eo nemet koantaat. Koulskoude e soñj da lod eo ivez evit mont da-heul ar c'hiz, pa vez ar c'hiz.

A-hed an istor ez eus bet gwelet dispakañ ar grubuilh da sachañ selloù ar wazed, evel a weler en taolennoù. Daoust da se ez eus bet broioù ha mareadoù, evel Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria, ma ranke ar maouezed goleiñ o bruched dalc'hmat pa vezent e-maez o zi.

Hoalañ ar wazed eta a glask ar merc'hed ober o tispakañ o c'hrubuilh. Evit-se e vez dizoloet nec'h ar bruched, a-wechoù betek an divskoaz, ha gwelet an divvronn a ziwar-benn nemetken: kuzhet e vez al lodenn izelañ, ha beg ar vronn ivez, dindan ar peurrest eus an hiviz pe eus ar sae. Tud zo a lavar evez kreñvoc'h an hoalerezh pa vez paket ar grubuilh gant ur pezh dilhad tost-tost ouzh ar c'horf, ha pa weler stumm ar grubuilh a-dreuz dezhañ.

Peurliesañ e weler aze dreisttalvoudekaat hag erotekaat divvronn ar vaouez.

 
Gina Lollobrigida

En 1952 e voe gwelet an aktourez italian Gina Lollobrigida o tibrennañ he sae ma voe gwelet he bruched damzispak[1].

Dilhad

kemmañ

Dilhadoù zo a zo graet evit lezel ar c'hrubuilhoù dispak : hivizhoù-noz, dilhad-kouronkañ hag a zizolo ivez an divskoaz, an divgazel.

Ar faout

kemmañ

Hervez ment an divvronn, ha penaos e vezont gwisket ha stardet, e vez ant pe faout etrezo.
Psikologourion zo o deus bet skrivet e vez divvronn bras gant an dud (merc'hed) dalc'hmat, e-skoaz al loened all (marmouzien) ha n'o devez nemet pa vez koulz ar viañ, ha diwar-se e c'hallont "sachañ evezh ar gour ha pa ne vezont ket frouezhus"[2].

Hervez tud all, evel al loenoniour saoz Desmond Morris, e ranker gwelout er faout etre an div vronn un adskeudenn eus ar faout etre an div feskenn[3]. Kement-se, eme Morris e-barzh The Naked Ape ne vez graet nemet gant an dud, ar marmouzien all o deus feskennoù platoc'h.

Kaoz ha rendael

kemmañ

Soñjoù a bep seurt zo e-touez an dud da c'houzout pegement a zispak a c'haller ober d'ur grubuilh dirak an holl[4].

  • Er XVIIvet kantved, e Bro-C'hall, e voe kaoz eus krubuilh dispak er pezh-c'hoari Tartuffe:
"Couvrez ce sein, que je ne saurais voir.
Par de pareils objets les âmes sont blessées,
Et cela fait venir de coupables pensées."
Le Tartuffe, III, 2 (gwerzennoù 860-862)

E brezhoneg:

Goloit ho pruched ha n'oufen ket gwelet
Gant an traoù a'r seurt-se 'vez gloazet an ene
Ken e teu er pennoù soñjezonoù kablus.
  • Sevel a reas Jacques Boileau, en ur skrid anvet De l'abus des nudités de gorge, a-enep ar wazed a selle ouzh krubuilh ar maouezed en ilizoù :[5]

Da vare ar Sklerijenn C'hall e oa kaoz diwar-benn divvronn ar maouezed a oa pe un hoal dreist-holl, pe un dra naturel a oa da rannañ etre mamm ha bugel hepken.

  • Er pezh-c'hoari La Vraie Mère, gant Alexandre-Guillaume de Moissy, e weler ar wreg o tamall d'he gwaz ober ganti evel un dra da zegas c'hoant ha sellout ouzh he brennid : "Are your senses so gross as to look on these breasts - the respectable treasures of nature - as merely an embellishment, destined to ornament the chest of women?"[6]
  • Kant vloaz goude, un den eus ar proviñsoù pell a oa en un dañsadeg e palez an Tuilleries en 1855 a voe feuket bras gant an holl grubuilhoù dispak hag a lavaras "N'em boa ket gwelet kemend-all abaoe ma oan dizonet "[7]
  • E SUA, e 2007, er Southwest Airlines e voe goulennet digant beajourezed pe gwiskañ dilhad da guzhat o c'hrubuilh pe diskenn diouzh ar c'harr-nij[8].

Ar gansellerez alaman Angela Merkel a lakeas trouz da sevel pan eas gant ur grubuilh dispak d'un abadenn c'hoarigandi Oslo e miz Ebrel 2008[9],[10],[11],[12].

Devezh ar Grubuilh Dispak

kemmañ

E Suafrika, da Wener kentañ pep miz Ebrel, ez eus un Devezh ar Grubuilh Dispak, paeroniet gant Wonderbra[13].

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Alison Gernsheim, Victorian and Edwardian Fashion. A Photographic Survey. Mineola, N.Y, Dover Publications, Inc., 1963.
  • Hanns Krammer, Das entblösste Frauenzimmer. Die Geschichte des Dekolletes, München, Heyne Verlag, 1961?
  • Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior. London, Vintage, 1977.
  • Desmond Morris, The human sexes. Londen, Network Books, 1997.
  • Desmond Morris, The Naked Woman. A Study of the Female Body. New York, Thomas Dunne Books, 2004.
  • Gustave Joseph Witkowski, Tetoniana: Anecdotes historiques et religieuses sur les seins et l'allaitement comprenant l'histoire du décolletage et du corset, Paris, Maloine, 1898.
  • Gustave Joseph Witkowski, Tetoniana: Curiosités médicales, littéraires et artistiques sur les seins et l'allaitement , Paris, Maloine, 1898 (Legacy Reprint: Kessinger Publishing, 2010).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Skeudennoù

kemmañ

Livadurioù

kemmañ
XVvet kantved
XVIvet kantved
XVIIvet kantved
XVIIIvet kantved
XIXvet kantved

Luc'hskeudennoù (XXvet ha XXIañ kantved)

kemmañ
  1. Stefano Masi, Enrico Lancia, Les Séductrices du cinéma italien, Gremese Editore - 1997,(ISBN 9788873010753)
  2. Charles B. Crawford and Dennis Krebs (eds.), "How Mate Choice Shaped Human Nature", Handbook of Evolutionary Psychology: Ideas, Issues, and Applications, Lawrence Erlbaum Associates (1998).
  3. Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior.. New York: Harry N. Abrams, Inc., 1977. ISBN 0-8109-1310-0
  4. Karen Salmansohn, "The Power of Cleavage", The Huffington Post, October 29, 2007. [1]
  5. [2]
  6. Simon Schama, Citizens. A Chronicle of the French Revolution, p. 147. New York: Alfred A. Knopf, Inc., 1989. ISBN 0-394-55948-7
  7. Alison Gernsheim, Victorian and Edwardian Fashion. A Photographic Survey, p. 43. Mineola, N.Y.: Dover Publications, Inc., 1981. Reprint of 1963 edition. ISBN 0-486-24205-6
  8. [3]
  9. "Merkel 'Surprised' by Attention to Low-cut Dress", Spiegel Online, 4/15/2008. [4]
  10. "Angela Merkel Raises Eyebrows with Cleavage Display", Deutsche Welle, 4/15/2008. [5]
  11. Ada Calhoun, "Angela Merkel: Now That's Cleavage", News Bloggers, 4/16/2008. [6]
  12. Greg Milam, "Dress Fuss Plunges Merkel into Shock", Sky News, 4/16/2008. [7]
  13. National Cleavage Day - Wonderbra Wonderbra o vrudañ devezh ar c'hrubuilhoù dispak