Anne Douglas, pe Anne Villiers (war-dro 1610 – 1654) a oa ur gontez saoz, Kontez Morton, ha brudet he c'hened.

Anne Villiers, Kontez Morton, poltredet gant Theodore Russel, war-dro 1640.

Merc'h e oa da Sir Edward Villiers (c. 1574 – 1626) ha d'e bried Barbara St. John, merc'h da Sir John St. John. Moereb e oa da Elizabeth Villiers, serc'h d'ar roue William III, ha da Barbara Villiers, serc'h d'ar roue Charlez II.

Harozez ar roueelourien

kemmañ
 
Anne Villiers, Lady Dalkeith, poltredet gant Anthony van Dyck

Lady Dalkeith, evel ma veze graet anezhi, a oa maeronez da Henrietta Anne Bro-Saoz. E-pad Brezel diabarzh Bro-Saoz, ne oa ar briñsezig nemet ur miz, pa voe laosket dindan evezh Lady Dalkeith.

Goude seziz Exeter gant arme ar Parlamant e miz Ebrel 1646, e rankas ober war-dro ar bugel diwar he c'houst. Ne fellas ket dezhi kas anezhi da Palez Sant James, met klask a reas kas anezhi d'he mamm, Henrietta Maria Bro-C'hall a oa e Bro-C'hall