Monica Bellucci
Monica Bellucci zo un aktourez italian ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1964 e Città di Castello, en Ombria, Italia. Gouzout a oar komz italianeg, galleg ha saozneg flour.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Monica Bellucci |
Anv ganedigezh | Monica Anna Maria Bellucci |
Anv-bihan | Monica, Anna, Maria |
Anv-familh | Bellucci |
Deiziad ganedigezh | 30 Gwe 1964 |
Lec'h ganedigezh | Città di Castello |
Pried | Claudio Carlos Basso, Vincent Cassel |
Kompagnun(ez) | Nicola Farron, Tim Burton |
Bugel | Deva Cassel, Léonie Cassel |
Yezh vamm | italianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg, galleg, saozneg, spagnoleg |
Micher | aktour sinema, model, voice actor, aktour, fashion model |
Bet war ar studi e | University of Perugia |
Deroù ar prantad labour | 1977 |
Liv an daoulagad | hazel |
Liv ar blev | dark brown hair |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, Donostia Award, Lejion a enor (Bro-C'hall) |
Bet kinniget evit | Jameson People's Choice Award for Best Actress |
Dileuriet gant | Elite Model Management, Storm Management |
D'he 18 vloaz he doa lakaet hec'h anv e skol-veur Perugia evit studiañ ar gwir. Evit paeañ he studioù e oa krog da vezañ diskouezerez-giz. Daou vloaz war-lerc'h e oa paouezet gant he studioù da vont da Vilano, sinet ganti ur gevrat e ti Elite.
War un dro gant he micher e oa krog da gemer kentelioù war arz ar c'hoariva. c'hoari a reas neuze en ur film-skinwel savet gant Dino Risi, Vita coi figli (1990), a-raok c'hoari e-barzh La Riffa (1991) gant Francesco Laudadio. Gant Francis Ford Coppola goude e voe kinniget dezhi un tammig tremen en e film Dracula (1992).
Labourat a reas war-dro un nebeud filmoù en Italia, a-raok erruout e Bro-C'hall, ma c'hoarias e-barzh L'Appartement (1996), ur film gant Gilles Mimouni, a dalvezo dezhi bezañ meneget en abadenn ar Césars evel "gwellañ danvez-aktourez".
E-keit ma oa-hi oc'h ober ar film dister-se eo e tegouezhas gant Vincent Cassel, a zo deuet da vezañ he gwaz, hag he deus bet ur verc'h gantañ, Deva hec'h anv, d'an 12 a viz Gwengolo 2004.
Gwaz ha gwreg a vo gwelet a-gevret er film Dobermann (1997) gant Jan Kounen hag Irréversible (2002) gant Gaspar Noé, ma c'hoari ur wreg gwallet, hag er fim spierezh Agents secrets (2004) gant Frédéric Schoendoerffer.
Gwelout a reer anezhi ivez e filmoù gall arc'hantet-bras evel Le Pacte des loups (2001) hag Astérix et Obélix : Mission Cléopâtre (2002): hi eo Kleopatra.
War un dro e krog da c'hoari e filmoù amerikan. Kemer a ra lec'h Romy Schneider e Suspicion (2000), ar film amerikan savet diwar ar film gall Garde à vue, ha goude gant Bruce Willis e-barzh Les Larmes du soleil (2003), ur film brezel savet gant Antoine Fuqua.
A-unan gant Lambert Wilson e vo gwelet e daou eus ar filmoù Matrix : Matrix reloaded ha Matrix revolutions. Hag ivez evel Mari-Madalen e film Mel Gibson Pasion ar C'hrist (2004). Lubaniñ a ra Ar vreudeur Grimm hag ar filmaozer Terry Gilliam. Splannañ a ra e Le Concile de Pierre (2006) ar filmaozer gall Guillaume Nicloux.
E 2007 e voe gwelet o c'hoari ar bolitikourez Sonia Gandhi en ur film nevez: dibabet e oa bet un tamm peogwir eo italianez evelti.
Skeudenn vrav, miret mat
kemmañAbaoe 1997 eo patrom miret ar marc'hadour bravigoù Cartier er bed. Monica Belluci a zo 1m78 ment dezhi.
Breizh
kemmañE 2018 e oa bet pedet da Zinarzh[1].
Liammoù diavaez
kemmañ- Fichenn IMDb
- Monica Bellucci
- Monica Bellucci en IMDb
- Skeudennoù gant Monica Bellucci
- Skeudennoù eus Monica Bellucci
- Monica Bellucci
- Monica Bellucci
- Kaerat Monica Bellucci(fr)
- En ur filmig ma kan Eros Ramazotti : [1]
- O kanañ gant Umberto Tozzi : [2]
- O vouskanañ gant Leonard Cohen : [3]