Anna
anv merc'hed
Anna zo un anv-badez brezhonek, testeniekaet mat e Breizh, diwar anv Santez Anna, mamm ar Werc'hez Vari er gatoligiezh, hag a gaver e meur a yezh all ivez, rak gant emled ar relijion-se eo bet brudet an anv dre ar bed, a-wechoù en e stummoù all, saoznek, Ann, pe gallek, Anne, dreist-holl.

Maria en-bihan. livet gant Dante Gabriel Rossetti. Maria eo ar bugel, a vo brudet evel ar Werc'hez Vari. He mamm Anna an hini a zo oc'h eveshaat anezhi.
GerdarzhAozañ
Dont a ra eus stumm latin an anv hebreek Hannah (חַנָּה / Channah) a dalv kement ha prof pe gras.
Stummoù brezhonek allAozañ
E yezhoù allAozañ
An anv Anna e yezhoù allAozañ
- An anv Anna a gaver ivez e yezhoù estr eget brezhoneg: alamaneg, armenieg, bulgareg, daneg, estoneg, finneg, hellazeg, hungareg, islandeg, italianeg, izelvroeg, japaneg, katalaneg, latveg, norgeeg, poloneg, ruseg, saozneg, slovakeg, svedeg, tamil, tchekeg,
- Ar stumm Ana zo anavezet ivez, gwelout izeloc'h.
Stummoù all e yezhoù allAozañ
Un toullad mat a stummoù all zo deveret eus Anna er yezhoù all.
|
|
Anvioù kevrennekAozañ
Skrivet en ur gerAozañ
|
|
Skrivet e daou c'herAozañ
TudAozañ
BreizhAozañ
- Anna Vreizh, dugez Breizh
- Naig Rozmor, skrivagnerez vrezhonek
- Anna ar Beg
- Naig Gars, politikourez vreizhat
- Ana Sohier, politikourez vreizhat
- Annaig Renault, skrivagnerez vrezhonek
E broioù allAozañ
- Anna Aostria, anv meur a briñsez,
- Anna von Brandenburg, anv meur a briñsez alaman eus Brandenburg,
- Anna Danmark ha Norge, anv meur a rouanez pe briñsez,
- Anna von Sachsen, anv meur a briñsez alaman eus Sachsen.
- Anna Sveden
XIIvet kantvedAozañ
- Anna Komnene (Άννα Κομνηνή, Anna Komnēnē e gregach), pe Comnena e latin (1083–1153), priñsez c'hresian, lennegez; merc'h e oa da Alexios Iañ , impalaer roman ar reter, ha da Irene Doukaina. Skrivañ a reas an Alexiad, dezrevell istorel eus renad he zad,
XVIvet kantvedAozañ
- Anna Jagellon, rouanez Bohemia er XVIvet kantved
- Anna von Jülich-Kleve-Berg, pevare pried Herri VIII
XVIIvet kantvedAozañ
- Anna von Preußen (1576-1625), dilennerez Brandenburg.
XVIIIvet kantvedAozañ
- Anna Eriksdotter, Svedadez dibennet dre ma vije bet sorserez
- Anna Canalis di Cumiana (1680-1769), serc'h da roue Sardinia
- Anna Rosina de Gasc (1713- 1783) livourez alaman
- Anna Sofia Ramström (1738–1786)
- Anna Maria Lenngren (1754-1817), skrivagnerez svedek
- Anna Katharina Emmerick (1774 – 1824), gwenvidigez alaman
XIXvet kantvedAozañ
- Ana Maria de Jesus Ribeiro (1821-1849), pe Anita Garibaldi, emsaverez vraziliat
- Anna Kingsford (1846-1888), mezegez saoz
- Anna Klumpke (1856-1942), arzourez stadunanat.
XXvet kantvedAozañ
- Anna Akhmatova (1889-1966), barzhez rusek
- Hannah Arendt (1906-1975), prederourez alaman
- Anna Calemme, kanerez italian
- Anna Mae Bullock, anavezetoc'h evel Tina Turner, kanerez stadunanat
- Anna Heussaff, skrivagnerez iwerzhonek
- Anna Kournikova, tenniserez rus
- Anna Leonowens, kelennerez saoznek e Siam e deroù an XXvet kantved.
- Anna Magnani, aktourez italian, unan eus re vrudetañ ar c'hantved en Italia
- Anna Mouradova, skrivagnerez ha troerez eus Rusia, brezhonegerez.
- Anna Safroncik, aktourez ukrainat-italian
- Anna Tsuchiya, kanerez japanat
- Anna Wyszkoni (1980 -), kanerez polonat.