Digeriñ al lañser pennañ

DouaroniezhAozañ

Kumunioù amezek : Plangonwal, Sant-Araon, Maroue, Koedmaeg, Morieg

AnvAozañ

  • J-Y Le Moing (1990) : " Andel, 1157, Bulletin d'information des maires; Andel, 1200; Anciens évêchés de Bretagne & Prieuré St Martin de Lamballe".
  • B. Tanguy : Andel, XIIvet
  • E. Vallerie : Andel, 1145; Andel, 1405; Andel, 1516
  • Embannadurioù Flohic (1998) : " diouzh latin doliacus ou andoliacus, désignant les sites caractérisés par un méandre".

ArdamezioùAozañ

N'ez eus ket

IstorAozañ

Kent 1790.

  • In Mezheven 1719 : abalamour d'an dienez, daou garrad gwinizh a oa harzet ha kaset dre heg d'ar marc'had Lambal.

xixvet kantvedAozañ

  • 1875 : distrujet oa bourk Andel gant un tangwall

XXvet kantvedAozañ

Brezel-bed kentañAozañ

  • 36 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,09 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2].

Eil Brezel-bedAozañ

  • Pevar den a varvas abalamour d'ar brezel [3].

Brezel Indez-SinaAozañ

  • Mervel a reas ur gwaz e 1946 [4].

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [5].

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Yann-Vadezour. (1737; 1591)
  • Chapel ar Spered Santel (c. 1769)
  • Chapel sant Reun ar C'hloz-Nevez (XVIIIvet)
  • Maner Lourmel, aet da di-feurm
  • Maner la Ville-Corhen (war dro 1600), aet da di-feurm
  • Maner la Forrière, gwechal Maison-Basse de la Ville-Corhen; aet da di-feurm

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ

Niver a annezidi

 

MelestradurezhAozañ

TudAozañ

  • Jakez-Nikolaz Hingant, ganet er Forges Andel an 10 Gwengolo 1745, rektour Andel kent an Dispac'h, kannad an Iliz ouzh Stadoù Jeneral (1790). Nac'her, e yeas da Jersey. Pa deut ar peoc'h en dro, eo bet person Andel. Aet da Anaon an 3 Gwengolo 1822.
  • Bonaventure Le Saulnier du Vauhello, ganet e Sant-Brieg an 9 Ebrel 1751; alvokad ouzh Breujoù Breizh, 1777; prokulor jeneral Aodoù an Hanternoz, 1792; toull-bac'het e-kerzh ar Spont-Bras, 1793-1794; alvokad ar Chouanted hag an Divroidi; aet da Anaon e Lambal an 21 Here 1826.
  • Hyppolite Le Saulnier du Vauhello, ganet e Sant-Brieg ar In Meurzh 1796; kabiten lestr; en eus savet skridoù diwar dourlec'hiadurezh. Aet da Anaon e Pariz an 11 Gouere 1858, hag interet e Andel.
  • Bonaventure-Marie Le Saulnier de la Cour, ganet e Sant-Brieg ar 5 Ebrel 1821. Kabiten fourgadenn; major jeneral e Brest. Aet da Anaon e Brest ar 14 Ebrel 1880. E gwreg e oa merc'h bezamiral baron Grivel, par Bro-C'hall.

LevrioùAozañ

  • François Falc'hun : Les noms de lieux celtiques. Première série. Vallées et plaines. Editions armoricaines. Roazhon. 1966 (chap. II : dol, dolen. p. 26 / 35)
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Memorial Genweb
  3. Monumant ar re varv
  4. Monumant ar re varv
  5. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936