Koedmaeg
kumun Aodoù-an-Arvor
Koedmaeg | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Coétmioec | |
Anv gallek (ofisiel) | Coëtmieux | |
Bro istorel | Bro-Sant-Brieg | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Lambal | |
Kod kumun | 22044 | |
Kod post | 22400 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Tirel 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lambal Douar ha Mor | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | www.coetmieux.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 781 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 222 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 61 m bihanañ 32 m — brasañ 83 m | |
Gorread | 8,02 km² | |
kemmañ ![]() |
Koedmaeg a zo ur gumun eus Bro Sant-Brieg e kanton Lambal, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh.
DouaroniezhAozañ
Koedmaeg zo lesanvet « etre Evron ha Gouesan » peogwir eo lec’hiet etre an div stêr. En em adkavout a reont e lenn faos Pontoù-Nevez evit mont goude d’en em deurel e Bae Sant-Brieg (en Hilion). (Daveoù a vank)
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Régis de Saint-Jouan ː ecclesia S. Quirini que sita est in silva que dicitur Meuc, 1190; Coatmeoc, 1392; Couesmieuc, 1602; Coemieux, 1702; Coetmieux, 1694
- Bernard Tanguy ː Coetmaioch, 1152; Coetmaeuc, 1158; eccl. Sancti Quirini in silva que dicitur Meuc, 1190; Coetmehoc, Coimehuc, 1201-1231; Coesmauc, 1314; Coatmeoc, 1392; Coetmieuc, fin XIVvet kantved; e gallaoueg ː Couémieu
- Erwan Vallerie ː Cotmeico, 1124; Sylva que dicitur Meuc, 1190; Coetmieuc, XIVvet kantved; Coatmeoc, 1392; Coesmieuc, 1423; Coutmieuc, 1654; Coetmieu, 1709; Coüesmieux, 1731; Coesmieux, 1779
GerdarzhAozañ
- An anv Koedmaeg zo savet diwar elfennoù brezhonek « koed » (koad) ha « Maeg ». An dra-se a dalvez neuze Koad Sant-Vaeg. Ar sant breton-se en deus roet e anv da gumun Sant-Vaeg, lec’hiet etre Mur ha Korle nebeut brudet ivez anvet Sant-Maeoc, Sant Nic pe Sant-Mayeux. (Daveoù a vank)
ArdamezioùAozañ
"Rannet; ouzh 1 en glazur, e deir manal ed en aour ereek en sabel; ouzh 2, en aour e zervenn diframmet en geot[2]
IstorAozañ
- Parrez Koedmaeg enezennet en eskopti Sant-Brieg a oa un darn eus deaniezh Koedmaeg, stag ouzh eskopti Dol hag e veze dindan anv Sant Yann-Vadezour. Stag e oa ouzh trev Tregenestr.
Dispac'h gallAozañ
- An 23 Meurzh 1793 ː taget eo gwetur-lizhiri Paris gant Boishardy hag e chouanted war ur bont etre Koedmaeg ha Peuñvrid. Kaset e oa war-dreñv ar Republikaned deut evit adkemer ar wetur. Krogad kentañ ar Chouanted e oa.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 18 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 2,83 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas daou zen eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas e 1960.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Yann-Vadezour giz Breizh awenet gant ilizoù Penn-ar-Bed.
- Monumant ar re varv.
- Stank Pontoù-Nevez gant e stankell.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2004 | 2006 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
606 | 624 | 874 | 1041 | 1236 | 1253 | 1521 | 1482 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Abraham, aotrounez Closmenier ː En argant, e deir eilenn en sabel, eilet gant dek steredenn en gul, 4, 3, 2, 1[4] |
Liammoù diavaezAozañ
LervlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée . ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ * Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890