Ana Maria de Jesus Ribeiro
- Evit ar gumun, klaskit Anita Garibaldi (Santa Catarina)
Ana Maria de Jesus Ribeiro anavezetoc'h evel Anita Garibaldi (Morrinhos, Laguna, e stad Santa Catarina 1821 — Mandriole, Italia, 4 a viz Eost 1849), zo ur vaouez eus Brazil a reas anaoudegezh gant an dispac'hour Giuseppe Garibaldi e-kerzh Brezel ar Farrapos e stad Santa Catarina, e Brazil, hag a voe e gompagnunez betek he marv. Lesanvet e oa an "Heroína dos Dois Mundos" (harozez an daou ved) ha brudet da vezañ ur vaouez a benn hag a galon, e doare maouezed eus an Azginivelezh italian evel Caterina Sforza.
He buhez
kemmañE pe lec'h e voe ganet
kemmañGanet e vije Anita Garibaldi e Lages.
Yaouankiz
kemmañAnita Garibaldi a ziskenne eus Portugaliz eus an Asorez deuet da brovíñs Santa Catarina en XVIIIvet kantved, tud berr ar peadra gante. Marc'hadour e oa he zad Benito ha dimeziñ a reas e Lages da Maria Antônia de Jesus, ha c'hwec'h bugel o doe. Tri a voe ganet e Coxillas, an tri all e Morrinhos. Mervel a reas an tad hag an tri mab, ha dilojañ a reas ar vamm hag an teir merc'h da vont da g-Carniza.
Dimeziñ
kemmañPa varvas he zad diganti e rankas Anita sikour abred da vagañ an tiegezh, hag he mamm a reas dezhi dimeziñ d'an 30 a viz Eost 1835, ha hi 14 vloaz, da Manuel Duarte de Aguiar, kereour, en iliz Santo Antônio dos Anjos da Laguna. Tri bloaz war-lerc'h ez eas he fried d'an arme, hini ofisiel an impalaeriezh, dilezet e wreg gantañ.
Ar Revolução Farroupilha
kemmañE-pad ar Revolução Farroupilha, pe Brezel ar Farrapos, e teuas Giuseppe Garibaldi, ar brezelour italian, a oa oc'h en em gannañ dindan banniel ar República Rio-Grandense,da gemer perzh e kemeridigezh Laguna, er pezh a oa neuze proviñs Santa Catarina, hag eno e reas anaoudegezh gant Anita. A-gevret e chomjont a-hed buhez Anita a eas da heul he fried en emgannoù e Santa Catarina, Rio Grande do Sul, Uruguay (Montevideo) hag Italia. Pevar bugel o doe, hag an hini kentañ, anvet Menotti Garibaldi, a voe ganet e stad Rio Grande do Sul, e Mostardas.
Emgann Curitibanos
kemmañPrizoniet e voe Anita en emgann Curitibanos, e deroù 1840. Komandant an arme impalaerel, hoalet gant an itron a benn, a oa prest da lezk anezhi da glask korf he fried, lazhet en emgann emezi. Pa ne oa ket ar warded war evezh e kemeras ur gazeg da dec'hel. Gant he loen e treuzas ar stêr Pelotas, hag e tegouezhas e Rio Grande do Sul, ma adkavas Garibaldi e Vacaria.
D'ar 16 a viz Gwengolo 1840 e c'hanas Ana o bugel kentañ, a voe anvet Menotti Garibaldi, en enor d'an emsaver italian Ciro Menotti. Dont a reas an arme impalaerel da c'hronnañ anti, ma rankas Anita tec'hel war varc'h gant he babig war he brec'h betek ur c'hoad ma chomas kuzhet pevar devezh ken na voe kavet gant Garibaldi .
En Uruguay
kemmañE 1841 e oa gwall fall an traoù gant arme ar República Riograndense. Goulenn a reas Garibaldi aore digant ar jeneral Bento Gonçalves da guitaat an arme republikan. Ha setu Anita, Giuseppe hago mab Menotti da vont da Montevideo, kêr-benn Uruguay, da chom e-pad seizh vloaz. E 1842 e timezjont e parrez San Bernardino. Eno e voeganet tri bugel all: Rosa (1843), Teresa (1845) ha Ricciotti Garibaldi (1847). Rosa a varvas da zaou vloaz, mouget gant urc'hleénved en he c'horzailhenn.
En Italia
kemmañE 1847 ez eas Anita da Italia gant he bugale hag anaoudegezh a reas gant mamm Garibaldi, e Nizza (Nice e galleg ), ha ne oa ket e Bro-C'hall c'hoazh. Dont a reas Garibaldi d'o c'haout un nebeud mizioù goude.
D'an 9 a viz C'hwevrer 1849 e oa gant he fried pa voe embannet ar Republik Roman. Met aloubet e voe Roma gant an armeoù gall hag aostrian goude emgann ar Gianicolo, ma voe ret dezho kuitaat kêr Roma.
E 1932 e voe beziet e gorf er monumant savet en enor dezhañ e Gianicolo, e Roma.
Hêrezh Anita
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Markun, Paulo. Anita Garibaldi: uma heroína brasileira. 4ª edição, São Paulo, Senac, 2000.
Pennadoù kar
kemmañ- Giuseppe Garibaldi
- Brezel ar Farrapos
- República Rio-Grandense
- Republik Juliana
- A Casa das Sete Mulheres
- Giovanna Antonelli
- Manuela de Paula Ferreira