Naig Gars
Naig Gars (Anne Le Gars e marilh ar boblañs) a zo ur stourmerez vreizhat. Kelennerez istor ha douaroniezh eo.
He buhezAozañ
Ganet eo bet d'an 11 a viz Du 1956 e Kemper. Eus Brieg eo he familh ; seizh bugel enni. Goude he bachelouriezh e labouras evel gwerzherez e stal he mamm-gozh. Labourat a reas goude el labour-douar. kendelc'her a rae gant e studioù peogwir e tapas an DEUG e 1982.
Eveshaerez ha studierez e voe etre 1982 ha 1987. Goude ur vestroniezh istor e 1985 e voe degemeret er C'hAPES e 1987. Kelennerez eo abaoe er c'hlasoù divyezhek. Ganet he deus daou vugel : Anna e 1982 ha Yann e 1984.
Ar stourmerezAozañ
Stourmerez eo bet abaoe ar bloavezhioù 1973,74 ha 75 el lise.
Kendalc'het he deus war meur a dachenn (ekologiezh, gwir ar merc'hed, brezhoneg, stourm evit ar brizonidi politikel breizhat (KAD-Kuzulioù an Distaoliadeg-) ...). Emezelañ a reas en Emgann pa voe krouet ar strollad e 1983. Anvet e voe mouezh aotreet ar strollad e 1987.
Pellaat a reas diouzh Emgann adalek 1993.
Skrivet he deus meur a levr ha krouet ar gevredigezh Ijin evit stourm evit sevenadur Breizh e bro Gemper.
E 1999 ec'h emezelas en UDB e miz Gwengolo 1999.
Dilennet e voe e kuzul-kêr Pluguen e 2001. Eilmaerez karget eus ar c'hehentiñ e voe. Dilennet e voe kuzulierez rannvro e 2004 hag a-nevez e 2010. Anvet e voe ezel eus kuzul-merañ Ofis Publik ar Brezhoneg e 2010.
E 2014 e kemeras penn ul listenn "Gauche bretonne, Kemper a-gleiz" evit an dilennadegoù kuzulioù-kêr (6,06% eus ar mouezhioù e c'hentañ tro).
OberennoùAozañ
- e galleg
- 1995 : Breizh Europa, histoire d'une aspiration, IJIN.
- 1996 : Marie Le Bec : Chronique de Menez Banal, oberenn istorel, Keltia Graphic.
- 1999 : Les bretons par eux-mêmes, An Here.
- e brezhoneg
MammennoùAozañ
- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.