Anne
anv merc’hed
(Adkaset eus Annette)
Anne zo un anv-badez alamanek, nederlandek, gallek, saoznek hag estonek. Peurliesañ eo da verc'hed e vez roet ; koulskoude e vez kavet ur wech bennak e-giz anv gwaz.
Berrstummoù
kemmañ- Annette e saozneg ha galleg
- Annie, e saozneg ha galleg
- Annick, brezhonekadur an anv gallek
- Anouk e nederlandeg ha galleg
Anvioù kevrennek
kemmañ- Anne-Laure e galleg
- Annelie en alamaneg, daneg, norvegeg, svedeg
- Anneliese, Annelies, Annelien e nederlandeg
- Anneliis en estoneg
- Annelise e daneg
- Anne-Marie, Marie-Anne e galleg
- Annemarie e saozneg, alamaneg, nederlandeg
- Annerose
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañAnne e-giz anv gwaz
kemmañE troidigezhioù gallek eus ar Bibl e kaver troet Anne anv ur gwaz anvet Hanân (deuet da vezañ Annas er skridoù gregach ha latin), bet beleg meur e Jeruzalem (6 - 15), hag a oa tad-kaer Kaifas, ar beleg meur nevez (18 - 36) a oa kaset Jezuz dirazañ (Aviel Yann, XVIII, 12-24). Da-heul kement-se, e Friz , Bro-C'hall ha Bro-Skos, da skouer :
- Anne de Montmorency, dug Montmorency, (1493-1567), soudard gall ha diplomat
- Anne Hamilton, (1709-1748), den a noblañs skosat
- Anne Hilarion de Costentin de Tourville (1642-1701), besamiral ha marichal a Frañs
- Anne François Augustin de La Bourdonnaye (1747-1793), beskont ha jeneral breizhat
- Anne de Vries (1904-1964) , skrivagner frizian
Priñsezed ha rouanezed
kemmañ- Anne d'Autriche, anv gallek prinsezed anvet Anna Aostria e brezhoneg
- en o zouez Anna Aostria (1601-1666) , mamm ar roue gall Loeiz XIV
- Anne de France, anv gallek meur a brinsez anavezetoc'h en un anv all
- en o zouez Anne de Beaujeu, rouanez c'hall
- Anne de Bretagne, anv gallek Anna Breizh (1477-1514), dugez Breizh ha rouanez Bro-C'hall
- Anne Boleyn (1501-1536), eil gwreg ar roue saoz Herri VIII (1491-1547), rouanez Bro-Saoz
- Anne of Cleves, anv saoznek Anna von Jülich-Kleve-Berg (Anna van Kleef en izelvroeg) (1515-1557), priñsez alaman ha pedervet gwreg ar roue saoz Herri VIII (1491-1547)
- Anne de Laval, anv meur a briñsez
- Anne Marie Louise d’Orléans, dugez Montpensier
- Anne Villiers (war-dro 1610 – 1654), kontez saoz Morton
- Anne Hyde (1638-1671), rouanez Bro-Saoz, pried James II
- he merc'h, Anne Stuart, pe Anne Breizh-Veur (1665–1714), rouanez Breizh-Veur
- Anne Stuart, anv meur a briñsez
Tud ordinal
kemmañXVIvet kantved
kemmañ- Anne de Pisseleu (1508-1575), serc'h d'ar roue gall Frañsez Iañ
- Anne Hathaway (1556-1623), gwreg William Shakespeare
- Anne Pedersdotter, Norgeadez tamallet da vezañ sorserez
- Anne de Xainctonge (1567 -1621), leanez c'hall
XVIIvet kantved
kemmañ- Anne Lykke (1595 – 1641), itron danat
- Anne Bradstreet (1612 – 1672), kentañ barzhez trevadennoù saoz Amerika, oberourez an dastumad The Tenth Muse Lately Sprung Up embannet e 1650.
XVIIIvet kantved
kemmañ- Anne Breizh-Veur, rouanez eus 1702 betek 1714
- Anne Bonny (1697?-1720?), morlaerez
- Anne-Louise Germaine Necker, baronez Staël-Holstein, anavezet evel Madame de Staël ( 1766 -1817), romantourez suis.
XIXvet kantved
kemmañ- Anne Brontë (1820–1849), skrivagnerez saoz
XXvetkantved
kemmañ- Anne Anderson (1874-1952), skeudennaouerez skosat
- Anne Auffret, kanerez vrezhonek
- Anne Corre, gwir anv ar varzhez vrezhonek Naig Rozmor
- Anne Francis (1930 – 2011), aktourez stadunanat
- Anne Frank (1929–1945), skrivagnerez alamanek
- Anne Hathaway (1982), aktorez stadunanat
- Anne Le Ny (1969-), aktourez c'hall
- Anne Queffélec, pianoourez c'hall
- Anne Rice (1941-), romantourez stadunanat
- Anne Stuart (g. e 1948), skrivagnerez stadunanat
- Anne Sylvestre (1934-2020), kanerez c'hall
- Anne Vanderlove (1939-2019), kanerez c'hallek, bet o chom e kanton Kallag
- Anne Veski (1956-), kanerez estoniat
- Anne Sofie von Otter (g. e 1955), mezzo-soprano svedat
XXIvetkantved
kemmañ- Anne Caseneuve (1964-2015), merdeerez vreton
- Anne Provoost (g. e 1964), oberourez flandrezek
- Anne Quéméré (g. e 1966), merdeerez vreton
Lec'hioù
kemmañPennadoù kar
kemmañ- Ann
- Anna
- Anne de Montmorency (pajenn disheñvelout)