Anne Hathaway (Shakespeare)

Anne Hathaway (1555/56 – 6 a viz Eost 1623) e oa gwreg William Shakespeare. Dimeziñ a rejont e 1582 ha chom a rejont priedoù betek marv Shakespeare e 1616. War a seblant e oa-hi genidik eus Stratford-upon-Avon, e-kreiz Bro-Saoz, evel Shakespeare e-unan, hag eizh vloaz koshoc’h e oa eget he gwaz. Kalz traoù zo bet skrivet gant istorourien ha kelennerien lennegezh diwar-benn he fersonelezh ha diwar-benn an darempred he dije bet gant Shakespeare pe al levezon he dije bet warnañ. E gwirionez ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn Anne Hathaway.

Bezioù Anne ha William en iliz Stratford-upon-Avon.