Bruce Willis (Walter Bruce Willis) a zo un aktour hag ur produour filmoù amerikan bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1955 e diazezlec'h Idar-Oberstein (Alamagn).

Bruce Willis e 2006

Deuet e oa da vezañ brudet er bloavezhioù 1980, dreist-holl a-drugarez d'e berzh evel haroz (John McClane) ar rummad filmoù Die Hard. Brudet eo ivez evit e berzh e filmoù all evel Armageddon, Pulp Fiction, Unbreakable ha Sin City. Bet eo bet dimezet gant an aktourez amerikan Demi Moore.

Willis eo ar seizhvet aktour amerikan paeet ar gwellañ. Meur a briz en deus gounezet ivez : Emmy Award, Golden Globe Award pe c'hoazh Saturn Award. Asambles gant Sylvester Stallone hag Arnold Schwarzenegger en deus krouet Planet Hollywood.

E vuhez

kemmañ

Familh Willis a guitaas Alamagn e 1957, hag en em stalias e Penns Grove (Pennsylvania). Mont a reas Bruce Willis da Benns Grove High School, hag eno en doe digarez da ziskouez e varregezhioù evel aktour. Dre forzh c'hoari war al leurenn e teuas a-benn ivez d'en em zizober diouzh e gaketerezh. Goude bezañ bet er skol e labouras evel gward. Labourat a reas ivez evit DuPont e Deepwater (New Jersey). Dilezel a reas ar vicher goude ma voe bet lazhet unan eus e genlabourerien, ha stagañ a reas da evañ. Deskiñ seniñ harmonika a reas ivez hag e kemeras perzh en ur strollad R&B anvet Loose Goose. E-pad ur pennad e voe enklasker prevez.

Distreiñ a reas d'ar vicher aktour hag e heulias kentelioù e Montclare State University. Goude-se ez eas da New York. Eno e labouras e West Bank Cafe. Meur a wech en em ginnigas evit c'hoari e filmoù, hag a-benn ar fin e voe degemeret evit perzhioù bihan en heuliad skinwel Miami Vice, hag en ur film bruderezh evit Levi's. Kuitaat a reas New York, hag ez eas da Galifornia. Dibabet e voe evit c'hoari en heuliad skinwel Moonlighting (1985-1989) e-touez tri c'hant aktour all. Berzh a reas an heuliadenn ha kinniget e voe da Willis labourat evit ar merk evajoù Seagram.

Dindan daou vloaz e tastumas Willis etre pemp ha seizh milion dollar, met chom a reas hep kenderc'hel gant ar bruderezh-se pa zivizas chom a-sav gant an evañ, e 1988. E 1987 e c'hoarias er film Blind Date (savet gant Blake Edwards), gant aktourien all evel Kim Basinger. Brudet da vat e teuas da vezañ a-drugarez d'e berzh e Die Hard (1988). Kement a verzh a reas ar film ken voe savet tri film all da heul. Er bloavezhioù-se ivez ec'h enrollas ur bladenn sonerezh blues anvet The Return of Bruno. C'hoari a reas e meur a film e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 (Striking Distance, The Bonfire of the Vanities) met ne rejont ket kalz berzh. Adalek 1994 e reas berzh en-dro a-drugarez da filmoù evel Pulp Fiction, Twelve Monkeys (1995) pe c'hoazh The Fifth Element (1997). C'hoari a reas e filmoù all, met ne rejont ket kalz berzh, war-bouez Armageddon (1998). Berzh a reas en-dro er film The Sixth Sense (1999). Ur perzh bihan en doe ivez en heuliad skinwel Friends. Nac'hañ a reas c'hoari e Ocean's Eleven (2001) dre ma felle dezhañ enrollañ ur bladenn, ur perzh bihan en doe memes tra e Ocean's Twelve (2004). E 2005 e c'hoarias e Sin City, hag e 2007 e Planet Terror.

 
Bruce Willis da zevezh skignadenn gentañ Live Free or Die Hard, miz Even 2007

Filmoù sinema

kemmañ

The Bonfire of the Vanities

Filmoù ha heuliadoù skinwel

kemmañ

Evel produour

kemmañ

Pladennaoueg

kemmañ
  • Return of Bruno, 1987, Razor & Tie
  • If It Don't Kill You, It Just Makes You Stronger, 1989, Motown / Pgd
  • Classic Bruce Willis: The Universal Masters Collection, 2001, Polygram Int'l

Prizioù

kemmañ
 
Steredenn Bruce Willis war Hollywood Walk of Fame
  • Emmy ("Outstanding Lead Actor in a Drama Series") ha Golden Globe evit e berzh en heuliad Moonlighting
  • Blockbuster Entertainment Award ("Favorite Actor - Suspense") ha People's Choice Awards ("Favorite Motion Picture Star in a Drama") evit e berzh er film The Sixth Sense. War ar roll e oa ivez evit gounit Saturn Award (aktor gwellañ). Div wech war roll MTV Movie Awards ivez.
  • E miz C'hwevrer 2002 e resevas Hasty Pudding Man of the Year digant Harvard's Hasty Pudding Theatricals. Er memes bloavezh e voe lakaet da vouezh aotreet vroadel Children in Foster Care
  • E miz Ebrel 2006 e voe bet lakaet da Officier Dans L'ordre Des Arts Et Des Lettres e Frañs
  • D'ar 16 a viz Here 2006 e voe staliet steredenn Bruce Willis e Hollywood Walk of Fame. E 6915, Hollywood Boulevard emañ ar steredenn.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.