Ally McBeal (stirad skinwel)
Ally McBeal a zo ur stirad skinwel stadunanat a 5 koulzad, 112 rann a 44 munutenn pep hini, bet krouet gant David E. Kelley. Skignet eo bet da gentañ etre an 8 a viz Gwengolo 1997 hag an 20 a viz Mae 2002 gant ar rouedad FOX.
Titl | Ally McBeal |
---|---|
Tachenn | comedy drama, legal television program |
Krouet gant | David E. Kelley |
Skigner orin | Fox Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 8 Gwe 1997 |
Deiziad echuiñ | 20 Mae 2002 |
Sonaozer | Danny Lux |
Produer | Mike Listo |
Embregerezh produiñ | 20th Century Fox Television |
Amleder | 20th Television, Hulu |
Camera setup | single-camera setup |
Roll ar rannoù | list of Ally McBeal episodes |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Lec'hienn ofisiel | http://www.foxhome.com/ally/index_frames.html |
Skignet eo bet e Frañs adalek ar 24 a viz C'hwevrer 1998 war Téva, adalek ar 25 a viz Du 1998 war M6 hag adalek ar 25 a viz Eost 2014 war RTL9.
An danvez
kemmañTremen a ra an traoù en un embregerezh breutaerien eus Boston. En ur metoù pinvidik. Trelatet eo an holl dudennoù o kregiñ gant an dudenn bennañ, un alvokadez a tregont vloaz leun a faltazi betek kaout gweledigezhioù, Ally McBeal.
Meur a senenn a-bouez en diavaez eus al lez-varn a dremen pe e privezioù paotred ha merc'hed an embregerezh pe er bar darempredet gant an alvokidi goude o devezhioù labour.
Kalz eus a rannoù a zo savet war un darempred etre an aferioù a dremen el lez-varn ha karantezioù un tamm diroll izili an embregezeh. Brudet eo ar stirad evit komzoù dibrenn an tudennoù, ur fent un tamm luziet tost eus an diskiantegezh a-wechoù ha dibrenn alies.
Aktourien ha tudennoù
kemmañ- Calista Flockhart a zo Ally McBeal (amañ e Deauville e 2009)
- Greg Germann a zo Richard Fish
- Peter MacNicol a zo John Cage
- Jane Krakowski a zo Elaine Vassal
- Gil Bellows a zo Billy Thomas (1997-2000)
- Courtney Thorne-Smith a zo Georgia Thomas (1997-2000)
- Lisa Nicole Carson a zo Renée Raddick (1997-2001)
- Portia de Rossi a zo Nelle Porter (1998-2002)
- Lucy Liu a zo Ling Woo (1998-2002)
- Hayden Panettiere a zo Maddie Harrington (2002)
- Robert Downey Jr. a zo Larry Paul (2000-2001)
- James LeGros a zo Mark Albert (2000-2001)
- Tracey Ullman a zo Dr Tracy Clark (1998-1999)
- Vonda Shepard a c'hoari he roll
- Regina Hall a zo Greta Lipp (2001-2002)
- Josh Hopkins a zo Raymond Milbury (2002)
- Julianne Nicholson a zo Jenny Shaw (2001-2002)
- James Marsden a zoGlenn Foy (2001-2002)
- Albert Hall a zo ar barner Seymore Walsh
- John Michael Higgins a zoSteven Milter (2001-2002)
- Taye Diggs a zo Jackson Duper (2001)