Jules Joseph Lefebvre

Jules Joseph Lefebvre, ganet e Tournan d'ar 14 a viz Meurzh 1834 ha marvet e Pariz d'ar 24 a viz C'hwevrer 1912, a oa ul livour akademikel gall, poltredour, ha kelenner e Skol Uhel an Arzoù Kaer (e Pariz evel-just) .

Jules Joseph Lefebvre

E vuhez Aozañ

E-touez e studierien e oa al livour a orin skosat William Hart, livourien stadunanat evel Childe Hassam, Frank Benson, Edmund Charles Tarbell ha John Noble Barlow, ar C'hallaoued Georges Rochegrosse ha Paul Landowski, hag ar Belgiad Fernand Khnopff.

Brudet eo e livadurioù merc'hed noazh, kement ha re e gevezer William Bouguereau. E 1868 e voe kaoz vras eus e Femme couchée (Maouez en he gourvez). Met e oberenn brudetañ eo La Vérité (Ar Wirionez), ur vaouez noazh a weler o terc'hel ur melezour a-hed he brec'h, hag a zo hiriv e Mirdi Orsay.

Oberennoù Aozañ

 
Ar Wirionez (1870), eoullivadur war lien, Mirdi Orsay, Pariz
 
Japonaise (1882)
1861
  • Marv Priam ( Priz Roma)
  • Diva Vittoria Colonna
1863
  • Boy Painting a Tragic Mask
1864

Roman Charity

1865

Portrait d'Antonio, modèle italien

1866

Cornelia, mamm ar Gracchi

1868

Maouez en he gourvez , Mirdi Orsay.

1869
  • Dihun Diana
  • Poltred Alexandre Dumas
1870
1872
1874
  • Odaliskenn
  • Slave Carrying Fruit (Ghent Museum)
  • Portrait of Eugene Louis Napoleon Bonaparte
1875
1876
1877
1878
1879
1880
1881
1882
1883
  • Psyche
1884
1890
1892
  • Ur Verc'h da Eva
1896
  • Poltred un Itron (II)
1898
  • Kupidon o lemmañ e saezhioù
1901
  • Alexander Agassiz
  • Yvonne (bet er Musée du Luxembourg), poltred e verc'h .

Oberennoù hep deiziad Aozañ

Taolennoù Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.